Okitania (rannvro)
Okitania | |
---|---|
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Occitanie |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Pennlec'h (prefeti) |
Toloza |
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro Amzer gefridi |
Carole Delga 2015-2021 |
Prefed(ez) | Étienne Guyot |
Kod INSEE | 76 |
Lec'hienn web | https://www.laregion.fr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 5 973 969 ann. (2020)[1] |
Stankter | 82 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 72 724 km² |
Adrannoù | |
Departamantoù | Arieja, Aude, Aveyron, Gard, Garona-Uhel, Gers, Hérault, Lot, Lozère, Pireneoù-Uhel, Pireneoù-ar-Reter, Tarn, Tarn-ha-Garona |
Niver arondisamantoù | 36 |
Niver kantonioù | 249 |
Niver etrekumuniezhioù | |
Niver kumunioù | 4 454 |
kemmañ ![]() |
Okitania (Occitanie e galleg, Occitània en okitaneg) zo unan eus rannvroioù melestradurel Bro-C'hall, e mervent ar vro.
Kemeret he deus lec'h div rannvro all a oa diagent — Languedoc-Roussillon ha Midi-Pyrénées — d'ar 1añ a viz Genver 2016, da-heul ar c'hempenn a oa bet graet d'ar rannvroioù gant ar gouarnamant gall e 2015[2],[3]. "Languedoc-Roussillon-Midi-Pyrénées" eo un anv da c'hortoz zo bet lakaet d'ar rannvro nevez, savet diwar strollañ anvioù ar rannvroioù a oa diagent, en urzh al lizherenneg. Un anv all a oa bet dibabet da vat gant ar c'huzul-rannvro nevez, d'ar 1añ a viz Gouere 2016, hag a zo bet degemeret gant ar C'huzul Stad goude[4]. Ofisiel eo deuet da vezañ an anv abaoe miz Gwengolo 2016.
Toloza zo bet lakaet da gêr-benn velestradurel.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Loi n° 2015-29 du 16 janvier 2015 relative à la délimitation des régions, aux élections régionales et départementales et modifiant le calendrier électoral
- ↑ La carte à 13 régions définitivement adoptée. Le Monde (17 Kerzu 2014). Kavet : 6 Genver 2016.
- ↑ Loi n° 2015-29 du 16 janvier 2015 relative à la délimitation des régions, aux élections régionales et départementales et modifiant le calendrier électoral
|