Nicolas Sarkozy

Nicolas Sarkozy (Nicolas Paul Stéphane Sarközy de Nagy-Bocsa e anv gwirion) zo ur politikour gall, ganet d'an 28 a viz Genver 1955 e Pariz. “Sarko” a vez graet anezhañ ivez gant ar C'hallaoued.
Politikerezh
Bet eo e penn Ministrerezh an Diabarzh hag an Arc'hanterezh, bet maer Neuilly-sur-Seine, pinvidikañ parrez zo a-stok ouzh Pariz, war-lerc'h Charles Pasqua, bet prezidant departamant Hauts-de-Seine ha bet e penn an UMP, ur strollad politikel eus an tu dehou.
Dilennet eo bet da brezidant ar republik e Bro-C'hall d'ar 6 a viz Mae 2007. Aet ez eus 53,06% eus ar mouezhioù war e anv e Bro-C'hall. E Breizh (5 departamant) en deus bet 47,32% eus ar mouezhioù.
Goude ur respet pemp bloaz e klaskas bezañ addilennet met koll a reas en eil tro a-enep François Hollande.
Justis
Afer Bygmalion
E-kerzh kabalerezh Sarkozy evit dilennadegoù 2012 e vije bet graet an embregerezh Bygmalion fakturennoù faos da guzhat dispignoù re uhel an UMP. Barnet eo bet Sarkozy ha kondaonet da vezañ toullbac’het e-pad ur bloaz. D’ar 14 a viz C'hwevrer 2024 e voe kondaonet gant ul lez-varn engalv da vezañ toullbac’het e-pad ur bloaz gant ur goursez a c’hwec’h miz. Barnet e vo an afer adarre gant ul lez-varn torridigezh.
Afer Azibert
Tamallet eo bet Sarkozy da vezañ selaouet, a-enep al lezenn, kaozeadennoù gant pellgomzoù hezoug; ober a rae Sarkozy gant al lesanv Paul Bismuth. E-kerzh an afer-mañ o deus Sarkozy hag e alvokad, Thierry Herzog, goubrenet ar reizhaouer Gilbert Azibert evit kaout titouroù a-zivout an afer Woerth-Bettancourt. Kondaonet e voe Sarkozy da vezañ toullbac’het evit tri bloaz, unan anezho harzet. Kadarnaet e voe ar barnidigezh gant ul lez-varn engalv hag ul lez-varn torridigezh. A-benn ar fin e rankas Sarkozy gwiskañ ur c’helc’h-brec’h elektronek e-pad tri miz[1].
Afer Qaddafi
Resevet en dije bet Sarkozy moneiz roet gant Mu'ammar al-Qaddafi, prezidant Libia, evit arc’hantaouiñ e gaballerezh 2007 a-enep al lezenn. Kondaonet eo bet e miz Gwengolo 2025 da vezañ toullbac’het e-pad pemp bloaz[2]. Toullbac’het e voe d’ar 21 a viz Here 2025, ar wech kentañ ma oa kaset un den bet prezidant ar pempvet Republik d’un toull-bac’h[3]. Mont a reas er-maez d’an 10 a viz Du 2025 dindan evezh barnerezhel[4].
Diwar-benn ar Vretoned
Komzoù Sarkozy meneget gant ar skrivagnerez c'hallek Yasmina Reza, en he levr L'Aube, le soir ou la nuit: "Je me fous des Bretons. Je vais être au milieu de dix connards en train de regarder une carte."
Daveoù
- ↑ (fr) Nicolas Sarkozy a pu retirer son bracelet électronique trois mois après sa pose. Radio France (Mae 2025).
- ↑ (fr) Nicolas Sarkozy condamné à cinq ans de prison pour association de malfaiteurs dans l'affaire du financement libyen de sa campagne de 2007. France Info (Gwengolo 2025).
- ↑ (fr) De l'Elysée à la cellule : Nicolas Sarkozy est désormais incarcéré à la prison de la Santé. Les Échos (21 Here 2025).
- ↑ (fr) Nicolas Sarkozy est sorti de prison sous contrôle judiciaire et a l’interdiction d’entrer en contact avec Gérald Darmanin. Le Monde (Du 2025).
Prezidanted Frañs — Pempvet Republik (1958 –) |
|||
|---|---|---|---|
|
|||