Emmanuel Macron

Eus Wikipedia
Emmanuel Macron e 2017

Emmanuel Macron, ganet d'an 21 a viz Kerzu 1977 en Amiens, zo ur politiker gall, bet uhelgargad ha bankour a aferioù.

Goude bout bet diplomet gant an ENA e 2004 e voe enseller an Teñzor a-raok reiñ e zilez da vont da labourat d'ar bank a aferioù Rothschild & Cie.
Etre 2006 ha 2009 e voe ezel eus ar strollad sokialour. E 2012 e voe anvet da sekretour-meur eiler e kuzulva prezidant ar Republik C'hall François Hollande ; e 2014 e voe fiziet ennañ ar garg a vaodiern an Armerzh, ar Greanterezh hag an Niverel e Eil gouarnamant Manuel Valls.

En Amiens, d'ar 6 a viz Ebrel 2016, e roas lañs d'e strollad politikel En Marche ! ; nebeut goude, d'an 30 a viz Eost, e kuitaas ar gouarnamant evit kemer perzh e dilennadeg prezidant Bro-C'hall, a voe dalc'het d'an 23 a viz Ebrel ha d'ar 7 a viz Mae 2017. Emmanuel Macron a zo bet tapet gant ar C'hovid-19[1] d'ar yaou 17 a viz Kerzu 2020.

Dilennadeg prezidant Bro-C'hall 2017[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emmanuel Macron ha Marine Le Pen

En eil tro dilennadeg prezidant Bro-C'hall e 2017 en em gavas Emmanuel Macron hag e strollad En Marche ! e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.
Dilennet e voe Emmanuel Macron da Brezidant ar Republik C'hall gant 66,1 % eus ar mouezhioù[2] hogen gant 44% eus an dilennerien hepken[3].

Dilennadeg prezidant Bro-C'hall 2022[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tarzhañ a ra ar brezel en Ukraina d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022. Kemenn a ra Emmanuel Macron d'an 3 a viz Meurzh 2022 e ya war ar renk evit bezañ addilennet prezidant. Aotren a ra dezhañ ar Vonreizh ober un eil respet.

En eil tro dilennadeg prezidant ar Republik c'hall e 2022 voe Macron (58,54% eus ar mouezhioù eztaolet) addilennet a-enep Marine Le Pen (41,46% eus ar mouezhioù eztaolet)[4].

Emmanuel Macron ha Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emmanuel Macron n'eo ket enebet ouzh ar brezhoneg met soñjal a ra e oa bet un dañjer ar yezhoù lec'hel evit ar galleg. Enebet eo ouzh adunvaniñ Breizh. E Kemper d'an 28 a viz Even 2018 e klaske kendrec'hiñ ar vretoned da votiñ evit listennoù En Marche! dre echuiñ e gaoz o embann" bevet Breizh!"[5]

Tachennoù ekonomikel ha sokial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emmanuel Macron a zo frankizour. E miz Du 2018, ez eo e-kreiz ar jeu a-fed Luskad ar jiletennoù melen. Al luskad a zo kroget goude ma vefe bet uhelaet priz an dour-tan gant ar gouarnamant hag a zo emledet war-zu un enebiezh daonet d'ar prezidant ha d'e zoare da ren ar vro.

Dileuridigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respetadoù
14 a viz Mae 2017 → bremañ Prezidant ar Republik C'hall
8 a viz Ebrel 2016 - 8 a viz Mae 2017 Prezidant ar Strollad En Marche !
26 a viz Eost 2014 - 30 a viz Eost 2016 Maodiern an Armerzh, ar Greanterezh hag an Niverel
15 a viz Mae 2015 - 15 a viz Gouere 2014 Eil sekretour-meur kuzulva Prezidant ar Republik C'hall

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'en deus bugel ebet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.