COVID-19
![]() |
Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel |
Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran evit a sell bedreuziad COVID-19 e 2019-2020. | |
Diwar-benn ur c'hleñved eo ar pennad-mañ. Gwelit Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 m'emaoc'h o klask deskrivadur bedreuziad ar C'hCOVID-19, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz. |
Kleñved ar c'hurunviruz 2019, berraet e COVID-19 (COronaVIrus Disease 2019 e saozneg), a zo ur c'hleñved poreüs c'hoarvezet gant ur viruz anvet SARS-CoV-2. Kiriek eo da kleñved-red Wuhan e Sina ha da bedreuziad kurunviruz 2019-2020 war e lerc'h.
Goradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gounervezh COVID-19 a vije war-dro 5 deiz, etre 3 ha 7 deiz peurliesañ. Da ouzhpenn 1% eus an dud e ya hiroc'h eget 14 deiz, hag e padfe betek 24 deiz ezreol. An ABY a ouie dija a-raok ar bedreuziad e 2020 e oad tredizhus a-raok vije an anzonoù gweladus, evel ar grip, bet studiet kurunviruzoù all gantañ.
Treuzkas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kreiz miz Kerzu 2019 eo deuet an treuzkas etredenel hervez The New England Journal of Medicine[1].
Ur metrad zo a-walc'h, evit-doare, d'en em wareziñ ouzh ar viruz, ha daou vetrad zo suroc'h. Ar maskloù gwareziñ a zo efedus ivez (Daveoù a vank).
Azonoù kuñv pe azon ebet a vez gant ar vugale gontammet peurliesañ, tredizhus int avat. Dindan 0,5% emañ riskl marv an dud dindan 50 vloaz, 8% eo d'ar re a-us 70 bloaz. Ur riskl dibarek poread grevus zo gant ar merc'hed dougerez.
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (en) Qun Li, Xuhua Guan, Peng Wu ha Xiaoye Wang, « Early Transmission Dynamics in Wuhan, China, of Novel Coronavirus–Infected Pneumonia », New England Journal of Medicine, 29 a viz Genver 2020, NEJMoa2001316 (ISSN 0028-4793 et 1533-4406, DOI 10.1056/NEJMoa2001316, gwelet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2020).