Grip

Eus Wikipedia
Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel
Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran.
Virionoù o kuitaat o c'hellig ostiz, kreskaet kant mil gwech. Luc'hskeudenn a vikroskopiezh elektronek treuzkas deuet eus skeudennaoueg ar Yec'hed Foran Center for Disease Control[1].

Ar grip (influenza e latin) a zo ur c'hleñved poreüs degaset gant pevar seurt viruz eus kerentiad an Orthomyxoviridae (Myxovirus influenzae A, B, C ha D). Tagañ a ra al laboused hag un nebeud bronneged evel ar moc'h, ar reuniged hag an dud. An epidemiezh a c'hoarvez en diskar-amzer hag er goañv dreist-holl. Terzhienn, poan-benn, paz, faringit, mialgiezh, asteniezh ha disnaon eo e sinoù pennañ. Treuskaset e vez ar grip etre an dud dre an analañ dre takennoùigoù puilh ar viruzoù enno o tont eus paz ha streviadur ar sujidi poreet.

Virologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Viruzoù TRN eo viruzoù ar grip. Eus kerentiad an Orthomyxoviridae emaint. Pevar anezho int : viruz ar grip A, viruz ar grip B, viruz ar grip C ha viruz ar grip D, digemmet an eil diouzh ar re all dre antigenusted o nukleoprotein. Viruzoù ar grip A eo ar re a zo kaoz d'ar pandemiezhoù bep bloaz.

Diagnostik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berr eo ar gorvezh : 1 pe 2 zeiz. Kregiñ a ra ar c'hleñved a-benn-krak gant un derzhienn trec'h da 38,5°C, gant kridienn, klopennadoù (poan-benn), asikted, disnaon, mialgiezh (poan-gigenn), arthralgiezh (poann-genvell). Tizhet e vez ar forzhioù analañ ivez : darwazh fri, berradur ar fri, paz sec'h, poan-gargadenn, raoudur ar vouezh.

Dizarbenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.

Kinniget e vez d'an dud gant riskloù bezañ vaksinet bep bloaz er broioù greantelaet. An dud gant riskloù eo :

  • ar merc'hed dougerez e forzh peseurt stad eus o brazezded,
  • ar vugale etre 6 miz ha 5 bloaz,
  • an dud war an oad (≥ 65 bloaz),
  • an dud gant klañvadurioù henek,
  • ar wazourien yec'hed.

Evel kalz kleñvedoù poreüs e chom ar yec'hedouriezh an doare kentañ da zizarbenn an tredizh e-pad ur c'hleñved-red :

  • gwalc'hiñ pizh e zaouarn ha meur a wezh bemdez gant soavon pe un dileizhenn hidroalkoolek dilouezus evit an daouarn, dreist-holl o vezañ stoket ouzh un den poreet erveziat pe oc'h ober war-dro ur c'hlañvour, pe ouzh gorreennoù kontammet erveziat gant ar viruz.
  • en em wareziñ ha gwareziñ ar re all ouzh strinkadoù ar genoù pe ar fri, gant ur frilien taoladus (da vezañ lakaet en ur boubelenn serr araok gwalc'hiñ pe dilouezañ e zaouarn), pe o streviañ pe pasaat e pleg e vrec'h (kentoc'h eget e zaouarn). Mont e maskl surjianel a c'hall nebeutaat at strinkadoù ivez.

Mezegadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An den klañv a rank paouezat da labourat ha diskuizhañ er gêr. Parraat a raio ouzh an tredizhañ ha treled an darreuziad ivez.

Epidemiologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a ra gant ar grip etre 250 000 ha 500 000 den er bed bep bloaz, bugale yaouank ha tud kozh dreist-holl.

Istoradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mammenn : Public Health Image Library

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]