Grip A

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An influenzavirus A a zo ar virus e kaoz e diorroadur sintomoù ar grip (pe v/barr-arouez) a-vareadoù pe er bed a-bezh (kleñved-bed).

Virus TRN int ha gouest diwar-se da gemm buan pe vuanoc'h en ur gontamaniñ spesadoù all ha dont da vezañ dañjerusoc'h.

Daou enepgen war-c'horre o bolc'henn a ro o anv HxNx, is-tipoù anezho.

  1. hemagglutinin
  2. neuraminidaz


Struktur an influenzavirus.


Is-tip H1N1[kemmañ]

Influenzavirus A is-tip H1N1 a ro o anv d'ar virus is-tip H1N1 eus al lignez tip A. Kiriek int d'ar grip a-vareadoù dreistholl met ivez d'ar c'hleñvedoù-bed eus ar bloavezhioù 1918 ha 2009.


Barr-arouez-bed A (H1N1) 2009 a zo diorroet dre ar virus-mañ. Disklêriet eo bet kleñved-bed e miz mezheven 2009 gant an OMS. Meur a c'hen eus spesadoù disheñvel o deus savet ar virus-mañ, hoc'h, yer ha den met ur virus etre-den eo bremañ ha n'eo ket ken "virus an hoc'h" evel ma z'eus bet tu ober anezhañ.


Er bed a-bezh e seblant izelik a-walc'h ar varvelezh diwar e gontamadur daoust ma kendalc'ho tud da vervel diwarnañ ; un dreist-varvelezh a vez memestra gant ar maouezed o tougen hag an dud teuc'h.


Ar virus[kemmañ]

Seblant a ra bezañ dioroet diwar un adaozadur etre

  • virus ur "grip-hoc'h" Amerika an Norzh,
  • virus ur "grip-yer" Amerika an Norzh,
  • virus ur "grip-den" tip A an is-tip H3N2,
  • virus ur "grip hoc'h ha yer" Eurazia ;

er-fin eo ar virus nevez-mañ ur meskad dibar.