Mont d’an endalc’had

Brigitte Macron

Eus Wikipedia
Brigitte Macron
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBrigitte Macron Kemmañ
Anv ganedigezhBrigitte Marie-Claude Trogneux Kemmañ
Anv-bihanBrigitte Kemmañ
Anv-familhMacron Kemmañ
MoranvBibi Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Ebr 1953 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAmiens Kemmañ
TadJean Trogneux Kemmañ
MammSimone Pujol Kemmañ
Breur pe c'hoarJean-Claude Trogneux, Jean-Michel Trogneux Kemmañ
PriedEmmanuel Macron, André-Louis Auzière Kemmañ
BugelTiphaine Auzière, Laurence Auzière-Jourdan, Sébastien Auzière Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkelener pe kelennerez eilvet derezh Kemmañ
ImplijerLycée Saint-Louis-de-Gonzague Kemmañ
Kargspouse of the President of France Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Henri-IV Kemmañ
StudierEmmanuel Macron Kemmañ
Lec'h annezÉlysée Palace, Truchtersheim Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.elysee.fr/brigitte-macron Kemmañ

Brigitte Macron (ganet Trogneux ha bet Auzière), ganet d'an 13 a viz Ebrel 1953 en Amiens, zo gwreg Emmanuel Macron, prezidant ar Republik gall, goude bezañ bet hini ar bankour André-Louis Auzière.

Evel hec'h eil pried Emmanuel Macron e vez taget drouk Brigitte Macron, dre vras war he oad[1]. Lesanvet eo la vieille dreist-holl gant he enebourien memes ar re tost ouzh hec'h eil gwaz[2]. Gant lod tud sot gant an iriennoù e vefe hi treuzreviad setu perak e lezanvont anezhi Brichel, ur c'hemmesk etre Jean-Michel Trogneux ha Brigitte Macron [3].

Afer Jean-Michel Trogneux

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Miz Kerzu 2021, ur « mediom » ha youtuberezh o vevañ en Angers, Delphine Jégousse lesanvet Amandine Roy, a embann ur video gant Natacha Rey. Ar vaouez-se eus an internet, liammet gant an tu dehoù pellañ ha bedoù teoriennoù an irienn, a n'em ginnig evel kazetennerezh dizalc'h. Ar video a zo titlet « Le mystère Brigitte Macron ». An div a embann eo Brigitte Macron ur paotr anvet Jean-Michel Trogneux (an he vreur). An div a embann eo kentañ gwaz Brigitte Macron un ijinadenn ha n'eo ket mamm tri bugel a-benn neuze. Ur wech embannet ar video e grog an hashtag #JeanMichelTrogneux war Twitter.

Abaoe miz Ebrel 2021, Faits & Documents en deus kendalc'het da ouzhpennañ munudoù e 6 niverenn disheñvel.

Miz C'hwevrer 2022, Brigitte Macron a zoug klemm er sivil ha kastiz a-enep Amandine Roy ha Natacha Rey e lez-varn Pariz. Er sivil, d'an 8 a viz Meurzh 2023, lez-varn varnerezhel Pariz en deus disklêriet e oa nul an engalvadenn evit tagadenn a-enep ar vuhez prevez ha gwir ar skeudenn, o embann e vije bet ranket anveout ar fedoù-se ganti gwallvrudañ foran. Ar varnadenn lezennel ganti lakaet kostezenn sivil ha doouget d'an 31 a viz Genver 2022, n'eo ket bet barnet c'hoazh.

Ouzhpenn-se, ar priedoù Auzière o deus douget klemm evit gwallvrud. E miz Genver 2023 eo bet dalc'het ar varnadenn. Embannet eo bet e miz C'hwevrer 2023 an disoc'h, o welet Amandine Roy ha Natacha Rey o vezañ lakaet da gablus ha kastizet gant un tailh-akstiz a 2 000 € evit pep hini.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]