La République En Marche !

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo LREM

La République en marche ! (berraet en LREM pe REM, LRM, ent-ofisiel LaREM) zo ur strollad politikel gall sokial-frankizour krouet d'ar 6 a viz Ebrel 2016 gant Emmanuel Macron gant an anv En marche (EM). Lakaet e vez e kreiz e-keñver mennozhioù politikel.

Dilennet e oa bet Emmanuel Macron da brezidant Republik Bro-C'hall e 2017, ha roet en doa e zilez diouzh penn ar strollad en devoa krouet. Ar strollad La République En Marche ! a zo bet trec'h e-pad an dilennadegoù kannaded e 2017. Christophe Castaner a ao bet dilennet neuze evit kemer penn ar strollad.

Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv al lec'hienn internet « en-marche.fr » a oa bet enrollet d'ar 7 a viz Genver 2016. Ur gevredigezh anvet L'Association pour le renouvellement de la vie politique (ARVP) a voe disklêriet d'an 20 a viz C'hwevrer 2016 er Val-de-Marne.