6 Ebrel
Neuz
(Adkaset eus 6 a viz Ebrel)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1320 : Diskleriadur Arbroath, ul lizher kaset d’ar pab gant uhelidi eus Bro-Skos da adembann ez eo dizalc’h o bro.
- 1652 : gant ar moraer izelvroat Jan van Riebeeck ez eo savet ar pezh a zeuio da vezañ Kêr ar C'hab e-kichen Kab ar Spi Mat.
- 1814 : mont a ra Napoleon Bonaparte en harlu war enez Elba.
- 1896 : digoradur ar c'hentañ C'hoarioù Olimpek hañv en Aten (Gres) gant ar roue Georgios Iañ.
- 1909 : Robert Peary a erru, gant Matthew Henson ha pevar Inuit, e Pennahel an Norzh.
- 1911 : Dedë Gjon Luli Dedvukaj, unan eus pennoù ar vrogarourien albanat a sav banniel Albania, evit ar wech kentañ abaoe emsavadeg Gjergj Kastrioti (Skanderbeg) e 1443.
- 1917 : Stadoù Unanet Amerika a ziskleir ar brezel da Alamagn.
- 1930 : Mohandas Gandhi a erru war vord ar mor, goude ur gerzhadeg hir, hag ober a ra holen en desped da lezennoù Breizh-Veur a vir unwerzh an holen evit gouarnamant ar Rouantelezh Unanet.
- 1981 : lakaet eo Statud Emrenerezh Galiza da dalvezout.
- 1994 : lazhet eo Juvenal Habyarimana, prezidant Rwanda, asambles gant Cyprien Ntaryamira, prezidant Burundi. Deroù lazhadeg 800 000 Tutsi e Rwanda.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1725 : Pasquale Paoli, dispac'hour ha brogarour eus Korsika.
- 1818 : Aasmund Olavsson Vinje, kazetenner ha barzh eus Norvegia.
- 1837 : Ignác Kolisch, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour ha kenwerzhour hungarat.
- 1890 : Anthony Fokker, savour kirri-nij nederlandat.
- 1911 : Feodor Lynen, Priz Nobel ar medisinerezh e 1964.
- 1926 : Ian Paisley, politikour lealour eus Hanternoz Iwerzhon.
- 1941 : Gheorghe Zamfir, sonaozer ha soner roumanat.
- 1985 : Zhao Xue, mestrc'hoarierez echedoù sinaat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 432 : Selestin Iañ, pab.
- 885: Sant Metodios, abostol ar Slaved hag unan eus saverien al lizherenneg kirillek.
- 1199 : Richarzh Iañ (Bro-Saoz) (Richarzh Kalon Leon e lesanv), Kont Anjev, Dug Akwitania ha roue Bro-Saoz.
- 1520 : Raffaello Sanzio, livour italian.
- 1528 : Albrecht Dürer, livour hag engravour alaman.
- 1776 : Huw ap Huw (Y Bardd Coch o Fôn), barzh ha troer kembraek.
- 1904 : Émile de Kératry, milour ha politikour gall.
- 1971 : Igor Stravinski, sonaozer rus.
- 1979 : David Armitage Bannerman, evnoniour breizhveuriat.
- 1992 : Isaac Asimov, skrivagner amerikan genidik eus Rusia.
- 1994 : Juvénal Habyarimana, prezidant Rwanda.
- 1994 : Cyprien Ntaryamira, prezidant Burundi.
- 2000 : Habib Bourguiba, prezidant kentañ republik Tunizia.
- 2018 : Jacques Higelin, aktour ha kaner-sonaozer gall.
- 2022 : David McKee, aozer levrioù evit ar vugale eus Bro-Saoz.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deiziadur henroman : VIII ante idus Aprilis. Megalensia Ludi 3 / VIIIvet kent Idus Ebrel. Trivet devezh c'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Veur
- Sent kristen :
- Sant Brychan
- Sant Neven