N'eo ket gwall sklaer orin resis al lizherenneg kirillek : evit lod istorourien e vije bet krouet war-eeun gant "ebestel ar Slaved", sant Kýrillos (826-869) hag e vreur sant Methódios (815-885) ; evit lod all e vije bet diorroet diwar ar skritur glagolitek ; dre vras avat ez eus bet diskwelet ez eo faos seurt kredennoù. Sur-mat e teu al lizherenneg diwar diazezoù al lizherenneg c'hlagolitek dre labour sant Kýrillos warni.
Disheñvel a-walc'h diouzh o stumm moullet e vez a-wechoù an doare da zornskrivañ al lizherennoù, a zo tostoc'h d'ar stummoù stouet.
Alc'hwez : Linenn 1 = moullet e stil plaen ; linenn 2 = moullet e stil italika ; linenn 3 = dornskrivet en italika.
E serbeg hag e makedoneg ez eo disheñvel stil italika al lizherennoù bihan б, г, д, п ha т, tostoc'h a-wechoù d'an doare ma vezont skrivet gant an dorn kentoc'h eget d'ar stil moullet.