Kaozeal:Lizherenneg kirillek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne blij ket gwall din "Lizherenneg girillek" (ha reizh e vefe zoken?). kinnigoù all, mar plij :-)) Neal 20:09, 1 August 2005 (UTC)

E Geriadur An Here 2001 e weler meneget al lizherenneg kirillek (p. 742). Ch. Rogel 15:35, 3 August 2005 (UTC)

ya, lizherenneg kirillek eo ar stumm reizh nemetañ. Ar reolenn evit kemmañ an anvioù-gwan goude an anvioù-kadarn zo sklaer-tre e brezhoneg, daoust m'eo un tammig diaes derc'hel soñj anezhi. Setu hi : Pa echu an anv-kadarn gant L M N R V pe ur vogalenn : kemmadur dre vlotaat reizh en anvioù-gwan. Pa echu an anv-kadarn gant ul lizherenn all estreget L M N R V pe Vog. (amañ eo ur G zo kaoz > lizherenneG), kemmadur dre vlotaat nemet pa grog an anv-gwan gant K P T (amañ K > Kirilleg). Neuze : Ur volenn gafe met ur volennad kafe, ul loa vihan met ul loiad te, hag all. Fulup 13:14, 8 August 2005 (UTC)

ya anaout mat ar reolenn a ran. faut pas prendre des gens pour des cons memestra.

Digarez, o klask sikour e oan peogwir e oa bet savet ar goulenn. N'em boa ket c'hoant feukiñ den ebet. Dizingal-tre eo live brezhoneg an dud zo war ar wiki-mañ. --Fulup 15:04, 12 August 2005 (UTC)

mat eo, 'rez ket a viloù. :-)