Doare-skrivañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un doare-skrivañ pe skritur a zo anezhañ ur reizhiad arouezennoù a dalvez da skrivañ ur yezh bennaket.
Istor ar skritur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tro-dro d'ar IVe KAB) e krogas an dud da skrivañ e mod pe vod evit ar wezh kentañ.
Kredet e vez e oa ar skritur sumerek ar reizhiad skrivañ klok kentañ, bet diorroet tamm-ha-tamm betek dont da vezañ ar skritur gennheñvel. Dont a reas war wel ivez ar hieroglifoù d'ar memes mare mui-pe-vui.
Implijet e voe al lizherenneg kentañ en Egipt e-tro 2000 KAB.
Logolunioù ar skritur sinaek a voe diorroet tro-dro da 1200 KAB.
Renkadur doareoù-skrivañ ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| Reizhiad | Ster pep arouezenn | Skouerioù |
|---|---|---|
| Abjad | Kensonenn | Arabeg |
| Abugida | Kensonenn + vogalenn | Devanagari |
| Diforc'hus | Fonem | Koreaneg hangul |
| Lizherenneg | Lizherenn | Latin |
| Logolunioù | Morfem | Sinaeg hanzi' |
| Silabennoù | Silabenn | Japaneg kana |
Silabennegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur silabenneg zo un doare-skrivañ ennañ ul lizherenn oc'h ober dave d'ur silabenn, da lavaret eo ur gensonenn hag ur vogalenn.
En ur silabenneg rik ne vez ket heñvel stumm lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel o son, da skouer e vefe disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn ta diouzh an hini evit ti, to, hag all.
Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an abugidaoù, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni.
Ouzhpenn ar sinalunioù a zeu eus ar sinaeg (kanji) implijet dre vras evit skrivañ ar gwriziennoù pe ar gerioù diazez e vez implijet div silabenneg rik ivez gant ar japaneg : an hiragana, implijet dreist-holl evit skrivañ ar rannigoù yezhadurel hag ar katakana implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus yezhoù estren estreget ar sineg. Klotaat brav a ra an doare-skrivañ-mañ gant ar japaneg a-drugarez da framm e fonologiezh diazezet war silabennoù savet hogos atav war ur gensonenn + ur vogalenn.
Lizherennegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lizherenneg zo anezhi un doare-skrivañ diazezet war un niver bihan pe vihanoc'h a arouezennoù (lizherennoù) a dalvez pep hini anezhe d'ober dave d'ur fonem en ur yezh bennaket, da lavaret eo kement ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.
Kemmañ a ra ar yezhoù a-hed an amzer avat, buanoc'h peuliesañ eget ma vez kemmet an doare d'o skrivañ, ha neuze meur a wech e vez kavet lizherennoù gante reolennoù-skrivañ luziet a-walc'h evel hini ar saozneg pe hini ar galleg e-lec'h ma ne glot ket al lizherennoù gant bep a fonem.
Abjadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare-skrivañ dibar eo an abjadoù, a implij lizherennoù a ra dave da gensonennoù hepken. Gant ar yezhoniour stadunanat Peter T. Daniels (*1951) arnebbik war an doareoù da skrivañ ar yezhoù e oa bet goveliet an termen e 1990[1].
Implijet e vez seurt doareoù-skrivañ gant ar yezhoù semitek nemetken a-drugarez da berzhioù resis yezhadur ar yezhoù-se.
Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ, evel an arabeg, a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, da lavaret eo hep diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalennoù, pe c'hoazh damabjadoù oc'h implijout skraboù hag all evit diskwel distagadur ar vogalennoù evel en niqqud.
Meur a zoare-skrivañ zo bet diorroet diwar un abjad dre ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag o tont da vezañ dre-se lizherennegoù, da skouer al lizherenneg c'hresianek savet diwar an abjad fenikianek. Gwechoù all, avat, int deuet da vezañ un abugida evel ar skritur etiopek.
Abugidaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brizhsilabennegoù pe c'hoazh damlizherennegoù (saozneg : alphasyllabaries) eo an abugidaoù, da lavret eo doareoù-skrivañ a implij lizherennoù a ra dave da bep ur gensonenn hag ur vogalenn. N'eo ket kevatal un abugida d'ur silabenneg rik, rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn a da ya heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez arbennik evit pep silabenn hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skouer e vefe disheñvel-poch a lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn ka diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn ki, hag all, evel e silabenneg an tsalagi (tcherokeeg).
Da skouer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn [k], met ul lizherenn diazez evit ar silabenn ka a c'hellfe bezañ kemmet e meur a zoare evit lakaat anezhi da vezañ distaget ki pe ku, hag all. Sinoù arbennik a vez implijet ivez, mar bez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, da skouer kat e-lec'h kata. Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, da skouer apta e-lec'h apata.
Tu ar skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel eo an tu da skrivañ hervez ar yezh hag an doare d'he skrivañ. Al lizherenneg kentañ a c'helle bezañ skrivet e n'eus forzh peseurt tu : a-led (a gleiz da zehou pe a zehou da gleiz) pe a-serzh (a laez da draoñ pe a draoñ da laez pe a-is) pe e boustrofedon evel ar hieroglifoù, ma ouzer pelec'h emañ deroù ul linenn skrivet a-led dre an tu ma sell lun ul loen pe un den.
A gleiz da zehou hag a laez da draoñ e voe divizet skrivañ al lizherenneg c'hresianek hag ar re a zo bet deveret diouti. Doareoù-skrivañ all, evel an arabeg hag an hebraeg, a droas da vout skrivat a zehou da gleiz. Meur a yezh en Azia ar Reter a skriver eus a laez da draoñ hag a zehou da gleiz, evel ar sinaeg hag ar japaneg. Bez' ez eus zoken yezhoù a skriver eus an traoñ d'al laez, evel gwezhall er Filipinez hag en inizi all e kornôg ar Meurvor Habask.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Alphabets and writing systems @ Omniglot. Kavet : 05/06/2025.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Daniels, Peter T. (1990). Fundamentals of Grammatology. Journal of the American Oriental Society 110 (4):727-731.
