Niqqud
An Niqqud (pe Nikkud) a zo anv ur sistem implijet gant al lizherenneg hebraek evit diskwel dre skraboù ha pikoù penaos e vez distaget ar vogalennoù. Meur a sistem a oa bet ijinet er Grennamzer, met ar sistem a vez implijet c'hoazh hiziv eo an hini bet ijinet gant ar vasoreted a Diberia hag a vez graet tiberek outañ.
Sinoù bihanoc'h evit ar c'hensonennoù eo an niqqud ha skrivet e vezont a-is ha tro-dro dezho evit chom hep kemm stumm ar gerioù skrivet gant lizherennoù a ra dave d'ar c'hensonennoù nemetken.
Kudennoù a van c'hoazh evit diskwel war skramm an urzhiataerioù an niqqud e lec'h ma rankfent bezañ a-is d'ar c'hensonennoù, hag aliezik a-walc'h e vezont gwelet war o lerc'h evel en daolenn-mañ a-is.
Kemm-digemm eo an doare da distagañ pep vogalenn hervez pep hengoun yezhel. Roet e vez amañ an distagadur hervez an hebraeg a-vremañ evel ma vez komzet ez ofisiel en Israel.
Sin | Hebraeg tiberek | Hebraeg a-vremañ |
---|---|---|
בְ | šəwâ. Treuzlizherennet ə Distaget /ə/, pe mut. | שְׁווָא šəva, aliesoc'h chva. Treuzlizherennet ez ofisiel ə Distaget /ə/ pe mut, treuzlizherennet aliesoc'h e, pe ' pe ne vez ket skrivet. . |
חֱ | חֲטֶף סְגוֹל ḥăṭep̄ səḡôl. Treuzlizherennet ĕ Distaget /ɛ/). | חֲטַף סֶגּוֹל ḥataf seggol, aliesoc'h c'hataf segol, ivez seghol berr. Treuzlizherennet e Distaget /e/). |
חֲ | חֲטֶף פַּתַח ḥăṭep̄ páṯaḥ. Treuzlizherennet ă Distaget /a/. | חֲטַף פַּתַח ḥataf pátaḥ, aliesoc'h c'hataf pátac'h, ivez pathac'h berr. Treuzlizherennet a Distaget /a/. |
חֳ | חֲטֶף קָמֶץ ḥăṭep̄ qāmeṣ. Treuzlizherennet ŏ Distaget /ɔ/. | חֲטַף קָמָץ ḥataf qamaẓ, aliesoc'h c'hataf kamatz, pe qamets berr. Treuzlizherennet o Distaget /o/. |
בִ | ḥîreq. Treuzlizherennet i Distaget /i/ pe í Distaget /iː/). | ḥiriq, aliesoc'h chirik. Treuzlizherennet i Distaget /i/. |
בִי | חִירֶק מָלֵא ḥîreq mālê. Treuzlizherennet î Distaget /iː/). | חִירִיק מָלֵא ḥiriq male, aliesoc'h chirik malei. Ivez hiriq yod. Treuzlizherennet i Distaget /i/. |
בֵ | צֵרֵי ṣērê. Treuzlizherennet ē /eː/). | ẓere, aliesoc'h tzeirei. Treuzlizherennet e Distaget /e/. |
בֵי, בֵה, בֵא | צֵרֵי מָלֵא ṣērê mālê. Treuzlizherennet ê /eː/). | צֵירֵי מָלֵא ẓere male, aliesoc'h tzeirei malei, ivez tsere yod. Treuzlizherennet e Distaget /e/, met aliesoc'h ei /ei/. |
בֶ | סְגוֹל səḡôl. Transliterated e Distaget /ɛ/ pe é Distaget /ɛː/. | סֶגּוֹל seggol, aliesoc'h segol. Treuzlizherennet e Distaget /e/. |
בֶי, בֶה, בֶא | סְגוֹל מָלֵא səḡôl mālê. Transliterated ệ /ɛː/). | סֶגּוֹל מָלֵא seggol male, aliesoc'h segol malei, ivezseghol yod. Treuzlizherennet e Distaget /e/, met gant י aliesoc'h ei Distaget /ei/). |
בַ | פַּתַח páṯaḥ. Treuzlizherennet a Distaget /a/ pe á Distaget /aː/). | פַּתַח pátaḥ, aliesoc'h pátac'h. Treuzlizherennet a Distaget /a/. |
בַה, בַא | פַּתַח מָלֵא páṯaḥ mālê. Treuzlizherennetậ Distaget /aː/. | פַּתַח מָלֵא pátaḥ male, aliesoc'h pátac'h malei. Treuzlizherennet a Distaget /a/. |
בָ | קָמֶץ גָּדוֹל qāmeṣ gāḏôl. Treuzlizherennet ā /ɔː/). | qamaẓ gadol, aliesoc'h kamatz gadol, a-wechoù ivez qamets. Treuzlizherennet a Distaget /a/. |
בָה, בָא | qāmeṣ mālê. Treuzlizherennet â Distaget /ɔː/. | qamaẓ male, aliesoc'h kamatz malei, ivez qamets he. Treuzlizherennet a Distaget /a/. |
בָ | qāmeṣ qāṭān. Treuzlizherennet o Distaget /ɔ/. | qamaẓ qatan, aliesoc'h kamatz katan, ivez qamets hatuf. Treuzlizherennet o Distaget /o/. |
בֹ | ḥōlem. Transliterated ō Distaget /oː/. | ḥolam, aliesoc'h cholam. Treuzlizherennet o Distaget /o/. |
בוֹ, בֹה, בֹא | ḥōlem mālê. Treuzlizherennet ô Distaget /oː/. | ḥolam male, aliesoc'h cholam malei. Treuzlizherennet o Distaget /o/. |
בֻ | qibbûṣ. Treuzlizherennet u Distaget /u/ pe ú Distaget /uː/. | qubbuẓ, aliesoc'h kubutz. Treuzlizherennet u Distaget /u/. |
בוּ | šûreq. Treuzlizherennet û Distaget /uː/). | šuruq, aliesoc'h shuruk. Treuzlizherennet u Distaget /u/. |
בּ | dāḡēš. N'eo ket hennezh ur vogalenn. Talvezout a ra da diswel e rank ar gensonenn bezañ distaget div wech (kreñvaat) . | dageš, aliesoc'h dagesh. Ar sin-mañ ne chench netra e-keñver distagadur ar gensonenn hervez distagadur an darn vrasañ eus Israeliz a-vremañ. Daoust ma cheñche distagadur ar c'hensonnenoù en hebraeg ar Bibl eo deuet da vezañ hiziv kentoc'h ur sin reizhskrivañ. |
שׁ | Šin dot. N'eo ket hennezh ur vogalenn. Talvezout a ra da diswel e rank ש bezañ treuzlizherennet š ha distaget /ʃ/. | Shin pik. Diskwel a ra e rank ש bezañ treuzlizherennet š ha distaget /ʃ/, treuzlizherennet aliesoc'h sh. |
שׂ | Śin pik. N'eo ket hennezh ur vogalenn. Talvezout a ra da diswel e rankש bezañ treuzlizherennet ś ha distaget /ɬ/. | Sin pik. Talvezout a ra da diskwel e rank ש bezañ treuzlizherennet s ha distaget /s/.
--- Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn] |