Urzhiataer
Anv | ꠇꠝ꠆ꠙꠥꠐꠣꠞ |
---|---|
Levezonet gant | MUSASINO-1 |
Studiet gant | stlenneg |
Dizoloer pe ijiner | Charles Babbage |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1945 |
Hashtag | computer |
Dezverket dre | computer configuration, classes of computers, computer performance, computer interface |
A implij | elektronek, mechanical energy, tredan |
Un urzhiataer a zo un aveadur stlennek a ro an tu da verañ hag implijout stlennadoù hervez heuliadoù kemennadoù pe brogrammoù.
Stlenneg a reer eus an diskibliezh a bled gant damkaniezh, fardañ, hag implij an urzhiataerioù.
Pennaennoù hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ penn e veze implijet an urzhiataerioù evit jediñ (niveroù anterin, diwezhatoc'h niveroù skej fiñvus).
- Evelato ne c'haller ket o heñvelekaat ouzh jederezioù : evit gwir, treterezh un urzhiataer a c'hell disoc'hiñ war ur steudad sifroù met ivez war ur programm all evit an urzhiataer-se (pe evit unan all).
- Gant adeiladezh von Neumann ez eo boutinekaet ar roadennoù, ha gallout a reer sellet outo ken buan all evel niveroù, kemennoù, talvoudoù poell pe ne vern pe arouezenn termenet diwar did (ul lizherenn, da skouer).
Evel m'hen diskouez e anv e talvez un urzhiataer da « urzhiañ » ar roadennoù, da lavaret eo o lakaat en urzh, o rummañ hag o renkañ, hervez ur poell bet dibabet.
An urzhiataerioù kentañ, an ENIAC savet er Stadoù Unanet pe ar Mark I savet e Breizh-Veur, a zo bet roet dezho an anv saoznek « computer »[1] a dalveze da gentañ-penn evit an den a ra jedadennoù niverel gant skoazell ardivinkoù evel ar voulleg, ar reolenn-jediñ pe ar jederez vekanek.
Daoust da gresk barregezh an urzhiataerioù dibaoe, hag a ya kalz pelloc'h eget jediñ, ez eus bet dalc'het d'ar ger saoznek memestra. E galleg ez eo diwar goulenn skourr gall an embregerezh IBM ez eo bet kinniget ar ger « ordinateur », a zo testeniekaet evel anv-gwan e geriadur meur Emile Littré o talvezout evit « Doue o lakaat urzh er bed», gant ar yezhoniour Jacques Perret. Kavout a rae d'ar renerien e oa kalz re strizh ar ger « calculateur » – kevatal da « computer » – e-skoaz barregezhioù o ardivinkoù. Diwar un hevelep patrom eo bet krouet er bloavezhioù 1960 ar ger brezhonek « urzhiataer », en deus graet berzh daoust d'ar ger dazeilat « kompoder » bezañ bet kinniget e deroù ar bloavezhioù 1990.
N'eo ken nemet e deroù ar bloavezhioù 1970 he deus lezet ar vekanografiezh he flas d'ar stlenneg.
- N'eo ar jediñ nemet unan eus an arloadoù a c'hall bezañ. En degouezh-mañ e vez sellet ouzh ar roadennoù evel niveroù.
- Implijet eo ivez an urzhiataer evit e barregezhioù da frammañ ar stlennad, da skouer war drobarzhelloù stokañ gwarellek. E diwezh ar bloavezhioù 1980 ez eus bet jedet e vije ezhomm eus ar boblañs c'hall en he fezh ken nemet evit ober labour tiez-bank ar vro, paneve an urzhiataerioù.
- Ar barregezh-se da frammañ ar stlennadoù en deus ledet implij ar skridtreterezh e-touez an dud ;
- merañ diazoù roadennoù darempredel a ro ivez an tu da adpakañ ha da nershaat stlennadoù dasparzhet gwelet gant an implijer evel meur a daolenn zizalc'h.
Diwar krouadur an nevezc'her e tiwanas troidigezhioù lies eus troiennoù evel supercomputer, goururzhiataer pe c'hourgompoder, ha quantum computer, urzhiataer kwantek pe gompoder kwantek. En degouezh diwezhañ-mañ ez eo soulwerzhet implij ar ger "urzhiataer" just a-walc'h dre m'emañ pell ar barregezhioù a c'haller rakwelet evit ar jediñ kwantek diouzh liesvarregezh un "urzhiataer".
Gant ar skiant-prenet ez eus bet tapet digemmañ daou arvez en un urzhiataer, a oa bet ispriziet an eil hini anezho en deroù :
- an adeiladezh fizikel, dafarel (an hardware pe hard) ;
- an adeiladezh meziantel (ar software pe soft).
Un urzhiataer araokaet-kenañ a-fet teknik diouzh ar mare evel Gamma 60 ar gompagnunezh Bull na reas ket berzh evel a oa gortozet, ken nemet en arbenn ma oa nebeut a zoareoù da lakaat e pleustr aes e varregezhioù teknikel. Ar meziantoù – hag o c'hlokadur ar servijoù (stummadur, trezalc'h, h.a.) - a ya d'ober abaoe kreiz ar bloavezhioù 1980 ar braz eus koustoù an aveadur stlennek, tra m'eo bihanoc'h lodenn an dafar.
Mont en-dro un urzhiataer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemmet a-galz eo an teknologiezhioù lakaet e pleustr dibaoe ar bloavezhioù 1940, ha deuet int da vezañ un teknologiezh da vat – da lavarout eo un teskad greantel aozet tro-dro da deknikoù – adalek ar bloavezhioù 1970. Kalz anezho a implij c'hoazh ar c'healioù termenet gant John von Neumann, daoust m'emañ an adeiladezh-mañ war gilañ : ar programmoù n'en em gemmont mui nemeur o-unan (ar pezh a vije sellet outañ evel un doare siek da brogrammiñ), hag an dafar a gemer kement-mañ e kont en ur zispartiañ fraezh hiziv mirout ar c'hemennoù hag ar roadennoù, er c'hrubuilhoù hag all.
Hervez Adeiladezh von Neumann, peder lodenn zo en un urzhiataer :
- An unvez aritmetikel ha lojikel (UAL) pe unvez-tretañ : seveniñ an oberiadennoù diazez, un tamm evel a rafe ur jederez, eo he roll.
- An unvez-kontrolliñ (UK) : a c'haller aroueziañ evel bizied o kas ar jederez en-dro.
- Ar vemor, a zo ennañ kenkoulz roadennoù hag ar programm a lavaro d'an unvez-tretañ pesort jedadennoù ober gant ar roadennoù-se. Dasparzhet eo ar vemor etre memor aezhidik (programmoù ha roadennoù war seveniñ) ha memor padel (programmoù ha roadennoù diazez an ardivink).
- An trobarzhelloù enkas-diskas, anezho gwikefreoù evit kehentiñ gant ar bed diavaez.
UAL hag UK
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An unvez aritmetik ha lojikel (UAL) eo an hini a ra an oberiadennoù diazez (sammadurioù, lamadurioù ...), an oberiadennoù poell (HA, PE, NA...) hag an oberiadennoù-keñveriañ (da skouer ur geñveriadenn-gevatalted etre daou dakad-memor). An UAL an hini a seven jedadennoù an urzhiataer.
An unvez-kontrolliñ (UK) a gemer he c'hemennoù er vemor. Ar re-mañ a ziskouez dezhi petra urzhiañ d'an UAL, ha penaos e vo ret dezhi efediñ diouzh ret, hervez an disoc'hoù a vo pourvezet gant homañ. Ur wezh echu an oberiadenn, an unvez-kontrolliñ a ya pe d'ar c'hemenn a heuilh, pe d'ur c'hemenn all e-lec'h ma vo urzhiet dezhi en em skourrañ gant ar programm.
Aesaat a ra an unvez-kontrolliñ ar c'hehentiñ etre an unvez aritmetik ha lojikel, ar vemor hag an trobarzhelloù. Merañ a ra ar braz eus ar c'hemennoù sevenet en urzhiataer.
Memor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E framm ar reizhiad, ar vemor a c'heller gwelet evel un heuliad kelligoù niverennet pep a dammig stlenn enno. Ar stlenn-se a c'hall servijout da ziskouez d'an urzhiataer ar pezh a zo goulennet digantañ ober (kemennoù) pe delc'her roadennoù da dretiñ. Gant ar braz eus an adeiladezhioù stlennek ez eo ar memes memor a dalvez evit an daou arc'hwel.
Evit a sell ouzh ar jederezioù a-stur a-vras e tegemerer zoken e yafe kemennoù programmoù da erlec'hiañ lod all e-kerzh an oberiata gant ma tegas muioc'h a efedusted. Gwechall e oa kemend-all un doare boas d'ober, hogen redioù a helennded an ijinerezh meziantel o deus graet dezhañ mont war rouesaat, panevet en degouezh resis-mañ, abaoe meur a zekvloaziad.
Gallout a reer adskrivañ ar vemor-se kel lies gwezh ha mar bez ezhomm. Ment bloc'hoù ar vemor hag an teknologiezh implijet o deus kemmet hervez ar c'houstoù hag an ezhommoù : 8 bit evit ar pellgehentiñ, 16 bit evit an ardivinkañ (DEC) ha 64 bit evit pikoloù jederezioù skiantel (Control Data). Ur c'henasant zo bet kavet tamm-ha-tamm gant an okted da unanenn haezadus, ha kemennoù war ur vent a 4 pe 8 okted.
En holl zegouezhioù e chom haezadus an okted, ar pezh a eeuna ar skrivañ programmoù.
E-touez an teknikoù implijet evit oberiañ ar vemorioù e kaver azhenterioù tredantreloc'hel, korzennoù dre vevargant a veze ganet en o ser gwagennoù klev, transistorioù hiniennel, korennoù ferrit, hag en diwezh amredoù enframmet enno milionoù a drañzistorioù.
Enkas-Diskas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gwikefreoù enkas/diskas a laka an urzhiataer e-tailh da gehentiñ gant ar bed diavaez. Ur c'halz anezho zo, eus an douchennaoueg betek ar skramm.
Perzh boutin an holl trobarzhelloù enkas eo amdreiñ ar stlenn tapet ganto en diavaez e roadennoù a c'hello an urzhiataer ober e vad ganto. Padal an trobarzhelloù diskas a zigod ar stlenn pourchaset gant an urzhiataer e seurt ma vefe spletus evit an implijer.
Bus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lodennoù disheñvel-se a zo liammet etrezo gant tri bus, bus ar chomlec'hiañ, bus ar roadennoù ha bus an urzhiadoù.
Ur bus a zo ouzh e ober un niver bennak a neudennoù tredan a sav ul liamm evit treuzdougen stlenn binarel kodet war veur a vit.
- Bus ar chomlec'hiañ a dreuzkas ar chomlec'hioù ganet gant an Unvez Kreiz Tretañ (UKT) evit diuzañ ul log memor pe ur marilh diabarzh en unan eus ar bloc'hoù. Diouzh ar c'hementad a vemor a ranker haeziñ eo niver ar bitoù treuzkaset gant ar bus-se.
- Bus ar roadennoù a dreuzkas ar roadennoù eskemmet etre elfennoù disheñvel ar reizhiad.
- Bus an urzhiadoù a dreuzkas an arhentoù kemprediñ liesseurt ret da vont en-dro ar reizhiad : arhent lenn (RD), arhent skrivañ (WR), arhent diuz (CS : Chip Select).
Adeiladezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-drugarez d'ar munutaat e c'haller enframmañ an UAL hag an unvez-kontrolliñ e-barzh un amred enframmet hepken a reer mikroprosesor anezhañ.
- En degouezh skoueriek e vez lec'hiet ar vemor war amredoù enframmet tost d'ar prosesor, ul lodenn eus ar vemor, ar vemor grubuilh, a c'hall bezañ lec'hiet war an hevelep amred enframmet hag an UAL.
- Klokaet vez an hollad war ar braz eus an adeiladezhioù gant un horolaj da reoliañ lusk ar prosesor. Evel-just e fell d'an den e labourfe hemañ ar buanañ ar gwellañ, hogen n'haller ket kreskiñ e dizh diharz evid daou abeg :
- ar primañ ma vo an horolaj, ar muiañ e tommo ar prosesor evel an traoù a-hend-all, diouzh karrez e dizh – ur wrez re uhel a c'hallfe e wastañ ;
- bez' ez eus un talm ma teu ar prosesor da vezañ distabil ; faziek e teu e emzalc'h da vezañ, diwar se alies e c'hoarvez ar sac'hadennoù.
- Hervez un tuadur a c'haller merzout abaoe 2005 e laker meur a UAL er memes prosesor, ha zoken meur a brosesor er memes krug. Evit gwir, ar munutaat a-dammoù (gwelet Lezenn Moore) hel laka posupl hep na goustfe kement-all kerroc'h. Un tuadur all, abaoe 2006 e ti ARM, a zo gant mikroprosesorioù dihorolaj : dont a ra un hanter eus an distrewiñ gwrez eus an arhentoù horolaj pa ya ar prosesor en-dro ; a zo muioc'h, ur mikroprosesor dihorolaj a zo kazi null e vevezerezh pa ne ya ket en-dro : an arhent horolaj tonket da freskaat ar memorioù eo an hi rekis nemetañ neuze. Pouezus eo an atoud-se evit ar patromoù hezoug.
- An diforc'h arc'hwelek pennañ hiziv e-keñver patrom Von Neumann zo, war adeiladezhioù a zo, bezañs div rakvemor zisheñvel : an eil evit ar c'hemennoù hag eben evit ar roadennoù, tra ma spisae patrom Von Neumann ur vemor voutin evit an daou. Abeg ar forc'hadenn-mañ eo e vez sellet breman ouzh kemmañ e gemennoù dezhañ e-unan gant ur programm (panevet war an ardivinkoù a-stur a-vras) evel un doare da zisteurel. Diwar neuze, ma rank endalc'had ar grubuilh roadennoù bezañ adskrivet er vemor bennañ pa 'z eo kemmet e ouzer ne vo biken an degouezh gant hini ar grubuilh gemennoù, alese e vez eeunaet an amredoù ha gounezet war an digonusted.
Kemennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hemennoù a c'hell un urzhiataer intent n'int ket re lavar mab-den. An ardivink ne oar seveniñ ken nemet un niver bevennet a gemennoù termenet-mat. Seurtoù kemennoù intentet gant un urzhiataer a zo traou evel « kopiañ endalc'had ar gellig 123 hag el lakaat e-barzh ar gellig 456 », « sammañ endalc'had ar gellig 321 ha hini ar gellig 654, ha lakaat an disoc'h e-barzh ar gellig 777 », ha « m'eo endalc'had ar gellig 999 kevatal da 0, seveniñ ar c'hemenn a zo e-barzh ar gellig 345 ». Met daou zakad a vez oc'h ober ar braz eus ar c'hemennoù : an eil o tiskouez petra ober, a reer ar c'hod oberiadenn anezhañ, hag egile o tiskouez pelec'h e ober, a reer oberantenn anezhañ.
E-barzh un urzhiataer, ar c'hemennoù a glot gant kodoù – 001 e vo kod ar c'hopiañ, da skouer. An teskad kemennoù degemeret gant un urzhiataer, a reer anezhañ e lavar-ardivink, zo un heuliad sifroù binarel dre ma n'eus ken nemet 0 (zero) hag 1 (unan) ouzh ober ar c'hemennoù hag ar roadennoù a vez intentet gant ar unvez-tretañ :0 = "Ne dremen ket ar red tredan", 1 = "Tremen a ra ar red tredan".
Peurvuiañ ne implij mui ar brogrammourien lavaroù a seurt-se, ober a reont kentoc'h gant ar pezh a anver ul lavar a live uhel, a vezo amdroet da c'houde e lavar binarel gant ur programm arbennik (ur jubenner pe ur c'hempuner, diouzh an ezhommoù). Da heul an treterezh-mañ, ar programmoù a vo meizadus gant an urzhiataer en e lavar genidik.
Lavaroù-programmiñ zo, al lavar gronnañ da skouer, a vez graet « lavaroù a live izel » anezho, rak ar c'hemennoù implijet ganto a chom tost-tre da re an urzhiataer. Da heul ez eo bet diorroet evitañ ar programmoù skrivet gant al lavaroù-se a zo liammet-kreñv gant ar savenn. Al lavar C, kalz aesoc'h da adlenn eget al lavar gronnañ, a ra d'ar brogrammourien bezañ ampletusoc'h. Setu perak ez eus bet graet gantañ muioc'h-mui a-feur ma tigreske koust ar periant ha ma kreske gopr ar brogrammourien.
Meziantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Par da velloù rolloù kemennoù roet d'un urzhiataer eo ar meziantoù, a zo programmoù niverus a gaver enno milionoù a gemennoù, lod anezho adsevenet dizehan. Meur a vilmilion a gemennoù dre eilenn a vez sevenet gant un urzhiatazer personel bet kenderc'het e 2006.
Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960 ez eus bet ijinet urzhiataerioù ha reizhiadoù a-benn ma c'hallfent seveniñ meur a brogram war un dro. Graet e vez "lies-trevell" eus ar barregezh-se. An degouezh eo gant an holl urzhiataerioù ha reizhiadoù a-vremañ.
E gwirionez ne seven ar prosesor ken nemet ur programm war un dro, en ur dremen eus an eil d'egile bewezh ma c'hall. Mar deo uhel a-walc'h tizh ar prosesor e-skoaz an niver a drevelloù da seveniñ e kavo d'an implijer ez eus meur a brogramm o seveniñ war un dro. Gant ar reizhiad korvoiñ, peurvuiañ, e vez meret ar malluster roet da bep programm.
Reizhiad korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar reizhiad korvoiñ eo ar programm-kreiz ennañ an elfennoù diazez ret da vont en-dro reizh an urzhiataer.
Ar reizhiad korvoiñ a zeverk loazoù fizikel an urzhiataer (amzer prosesor, memor, h.a.) d'ar programmoù liesseurt war seveniñ. Pourchas a ra ivez ostilhoù d'ar programmoù all (evel ar sturieroù) a-benn aesaat implij an holl drobarzhelloù, kuit dezho da gemer e kont munudoù fizikel ar re-mañ. Setu da heul ar reizhiadoù korvoiñ pennañ :
- Windows, perc'hennet gant Microsoft Corporation
- Mac OS, perc'hennet gant Apple Inc
- GNU/Linux, a zo diberc'henn ha digor
- Unix, a zo perc'hennet gant meur a gompagnunezh, pe ziberc'henn ha digor, hervez ar gentel anezhañ.
Seurtoù urzhiataerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urzhiataer an dazont ;
- Urzhiataerioù a-vremañ :
- An urzhiataerioù personnel (kenglotus PC, Macintosh, Amiga, h.a.) :
- An urzhiataerioù-burev ;
- An urzhiataerioù hezoug.
- An ameileroù personel (pe PDA) ;
- Ar reizhiadoù etre (midrange) (d.s. IBM AS/400-ISeries, RISC 6000...)
- Ar meururzhiataerioù (servijeroù kreiz) (d.s. : IBM 43xx hag ES9000, Siemens SR2000 ha S110 ...) ;
- Ar goururzhiataerioù ;
- Ar servijerioù dre rack (1U) ;
- Ar staeloù-labour ;
- An urzhiataerioù personnel (kenglotus PC, Macintosh, Amiga, h.a.) :
- Urzhiataerioù an tremened.
- Ardivink Turing.