Skridtreterezh
An argerzh furmskrivañ ur skrid e-keñver lizherennañ, war un skor niverel, eo ar skridtreterezh[1] (saozneg : word processing)[2]. Ur meziant skridtreterezh zo gouest da gas kefridioù liesseurt da benn, evel skrivañ, reizhañ ha stummañ un destenn. Ouzhpenn skignañ skridoù ha gwiriañ ar reizhskrivadur e c'heller ober gant kement doare font, liv, lizherennerezh, rannbennad, pajennaozañ zo.
Meziantoù skridtreterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zoare meziantoù skridtreterezh zo.
- An aozer skridoù
- Reiñ a reont tro da ebarzhiñ ha da gemmañ en ur mod etreoberiat skridoù hep pajennaozañ, o c’hod o vezañ en ASCII pe en Unicode), hep furmaozañ kennebeut peurvuiañ, war-bouez war ar mekanikoù Wang). Krouiñ, kemmañ ha moullañ restroù skrid eo an implijù boas. Evit al labour war ar skrid e c’heller ober gant an ebarzhiñ, an erlec’hiañ hag an dilemel linennoù, gerioù hag arouezennoù.
- Ar meziantoù skridtreterezh etreoberiat
- Reiñ a reont tro da verañ ar furmaozañ en un doare etreoberiat a-drugarez d’an teknologiezhioù IHM (Interactions Homme-Machine / HCI Human-Computer Interaction).
- Ar c’hempuner evit ur yezh furmaozañ ar skridoù
- Dre un aozer skridoù boutin e saver un diell dre implijout ur reizhiad balizennañ diwar ar ster ; goude-se, ar c’hempuner a genderc'h an teul peuraozet, da voullañ pe da implijout war-eeun.
Ur meziant reizher (Spell checker) hag ar yezhoù evel Perl[3] pe awk[4] a oa bet lakaet da veziantoù skridtreterezh.
Kefridioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da veur a ezhomm e vast ar meziantoù skridtreterezh.
- Krouidigezh emgefre pe hanter-emgefre skridoù, evel kevratoù pe aktoù, dre vodañ rannbennadoù ha personelaat gant sikour roadennoù dibar d’an degouezh.
- Skoazell d’an treuzskrivañ bizkrivet dre reiñ an tu da asantiñ d’ar c’hemmoù da c’houde, ha da zoareoù disheñvel ar memes skrid, hep adskrivañ pep tra.
- Skoazell d’ar skritur lizherennel, dre ouzhpennañ d'an treuzskrivañ bizskrivet simpl stummoù bizskrivadur ha pajennaozañ hag a zegas ur c'hinnig gwelloc'h d'an destenn.
- Abaoe ar bloavezhioù 1980, ar meziant skridaozañ implijet war-eeun gant ar skridaozerien, adalek mennozh steuñv an diell betek holl vareadoù ar skridaozañ, a c’hell bezañ embreget a-stroll, hag aozañ hag adlenn an diell.
Evit pep ezhomm ez eus arc'hwelioù arbennik. Da skouer, ur skridaozer a vez harpet gant ur geriadur heñvelsterioù, ur reizher reizhskrivadur war ar prim, patromoù dielloù-skouer gant tammoù skrid a zistro meur a wech, ur follenn stiloù ha gourarc'hwelioù evit emgefreekaat ar sekañsoù oberiat.
Ar c’hrouiñ meziantoù a ginnig an holl arc'hwelioù a zo diouzh ar c’hiz, koulskoude e vez perzhioù mat ha reoù fall gant pep meziant.
Evit al lod vrasañ eus ar skridaozerien e vez mat ar meziantoù skridtreterezh brudet ; lod arloadoù a c’houlenn ur c’henlabour etre meur a veziant e red buhez un diell. Da skouer, evit skrivañ ul lizher d’ur mignon, n’eo ket ret kaout kement a zibaboù hag evit merañ teul kinnig ur c'harr-nij.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Erbedet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ keweriañ testenn e Dictionnaire de l'informatique Preder.
- ↑ Perl
- ↑ awk