Skramm

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Parzh pennañ an unvez gwereañ evit an urzhiataerezh pe ar skinwel (pe c'hoazh evit aveadoù liesseurt arall) eo ar skramm.

Lies rizh a zo :

Ur skramm korzenn gatodek
Ur skramm strinkennoù livel
Ur skramm plasma

Ar skramm korzenn gatodek eo an hini koshañ. Dont a ra da vezañ diamzeriet tamm-ha-tamm, hag erlerc'hiet ouzh an hini "kompez" pe an hini FPD (Flat Panel Display, "Gwereañ dre banell gompez"). Skramm CRT (Cathod Ray Tube, "Korzenn dre skinoù katodek") e vez graet anezhañ.

Ar skramm strinkennoù liñvel pe skramm LCD (Liquid Crystal Display) eo bremañ an hini muiañ-arveret, kement e-barzh ar skinwelerioù hag an unvezioù gwereañ evit an urzhiataerezh pe evit aveadoù arall (ardivinkoù-benveg lankañ niverel, skrammoù evit ar GPRS ....).

Ar skramm plasma pe ar skramm PDP (Plasma Display Panel). Arveret e vez peurliesañ evit ar skinwel o vezañ ma c'heller danzen skrammoù a vent bras gant ar galvezouriezh-se. Hogen gwall ger e koust c'hoazh, hag ouzhpenn e vevez kalzik tredan (tost da 30 wezh muioc'h eget an hini strinkennoù liñvel).