Skramm korzenn katodek
Korzennoù kenderc'het e gwer peurgoullo a aer ur c'havn elektron enne oc'h ec'hodiñ un hordenn elektronennoù war-zu ur skramm goloet a elfennoù bihan mordanus eo ar c'horzennoù katodek. Heñchet e vez an hordenn elektronoù oc'h ober gant un tredanvaez.
|
Pennaenn ur skramm korzenn katodek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenaozet eo ar c'havn gant ur c'hatod, da lavaret eo un elektrod metalek karget ent negativel, ha gant anodoù (elektrodoù karget ent pozitivel). Ec'hodet e vez elektronoù gant ar c'hatod hag a vez dedennet gant an anodoù. Evit an elektronoù e vez an anodoù evel un herrekaer hag un tolper en doare ma vez stummet e barzh ar gorzenn ul lanv elektronoù erduet etrezek ar skramm.
Karget e vez ar warellvaez da wariañ an hordenn elektronoù eus an tu kleiz d'an tu dehoù hag eus an traoñ d'al laez. Ganet eo ar warellvaez gant div veni X ha Y a waz da wariañ an hordenn a-zremm hag a-zerc'h.
Goloet e vez ar skramm gant ur livad (ur gwiskad treut) elfennoù mordanus anvet treluc'huzennoù a vez oc'h ec'hodiñ gouloù pa vez an elektronoù o skekiñ oute, pezh a ra poentoù luc'hus anvet pikseloù.
O vlivaat ar warellvaez e vez gallus krouiñ ur skubelladur eus an tu kleiz d'an tu dehou ha d'an traoñ pa vez an hordenn o tegouezhout gant dibenn al linenn.

Ne vez ket spurmantet ar skubelladur gant lagad an den dre c'hras ar badelezh skramm-lagadel. Evel-se, ha gant ar skubelladur hag blivaerezh ar c'havn pe get, e seblant d'an hini e vez o sellout ouzh ar skramm eo war-enaou nemet ul lodenn eus ar pikseloù, ar re e vez aozet ar skeudenn gante.
Ar skrammoù liv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra ur skramm unliv gwereañ ilrezioù liv louet.
Evit ar skramm liv e vez lakaet e-barzh ar gorzenn gatodek ur c'havn tri c'hatod ennañ da ec'hodiñ teir hordenn a vo pep hini anezhe o stekiñ ouzh pep a boentoù liv spesadel war ar skramm (pikseloù) : ar re ruz, ar re wer hag ar re c'hlas ((en) Red-Green-Blue/RGB, (fr) Rouge-Vert-Bleu/)RVB). An tri foent liv-se e vez graet triad pe dot trio anezhe e saozneg.
Tost-tre an eil d'egile e vez lakaet an tri foent liv, ken tost ma ne c'hell ket lagad an den spurmantañ pep hini anezhe pa vez stummet ar skeudenn war ar skramm gant ar c'havn hag an hordennoù elektronennoù. Argemmet e vez neuze kreñvder pep hordenn d'aozañ livioù kediet gant an tri liv diazez (ruz, gwer ha glaz).

Ur maskl a vez lakaet dirak an treluc'huzennoù ouzhpenn da dremen hep ma vefee hordenn ul liv o stekiñ ouzh unan eus an div dreluc'huzenn arall. Hervez rizh ar maskl-se e c'heller diforc'hiñ tri seurt skramm korzenn katodek liv.
- Ar c'horzennoù FST-Invar (Flat Square Tube) kelc'hiek o zreluc'huzennoù. Arveret e vez gante ur gael anvet maskl (shadow mask).
- Ar c'horzennoù Trinitron ergrafet gant Sony hag ar re Diamondtron ergrafet gant Mitsubishi. Amparet e vez ar maskl gant frailhadurioù diazerc'h a lak muioc'h a elektronennoù da dremen evit arwellaat lintr ar skramm.
- Ar c'horzennoù Cromaclear ergrafet gant NEC. Gant ur reizhiad hiron e vez amparet o maskl frailhadurioù stummet evel kevigoù oc'h ober anezhe.
Ar skar maskl (Dot Pitch) zo un aroueziadur d'ar skrammoù korzenn gatodek. An esaouder etre div dreluc'huzenn eo. Seul vihanoc'h eo ar skar maskl, seul resisoc'h eo ar skeudenn gwereet gant ar skramm.