Skramm plasma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skramm-plasma.png

War un ec'hodiñ gouloù dre c'hras un isañ d'un aezhenn eo diazezet ar galvezouriezh plasma (PDP - Plasma Display panel). Ur meskad aezhenn e vez lakaet er skrammoù plasma kediet gant argon (90%) ha ksenon (10%). Aezhenn eo lakaet e pep kell e vez graet pikseloù gante. Enneget int gant un elektrod a-rez hag unan a-vann a ro an tu d'isañ pep hini anezhe.

Oc'h argemmañ gwerzhad an tredanvarr arveret war an elektrodoù war an dro gant talm an isañ d'an aezhenn e vez lank didermenañ 256 gwerzhad al luc'hread. Kenderc'het e vez gant an aezhenn iset ul luc'hskinadur dreistmoug (treuzwelus evit lagad an den). Abalamour da dreluc'huzennoù glas, gwer ha ruz lodennet war ar c'helloù e vez amdroet al luc'hskinadur dreistmoug e gouloù gwelus, pezh a ro an tu da gaout pikseloù, amparet gant teir c'hell, a 16 milion liv (256 x 256 x 256).

Moaien 'zo da gaout gant an deknologiezh-se skrammoù a vent bras gant ur perzh mat uhel a ziskemm. Hogen e chom c'hoazh bevezadur tredan ar skrammoù-se 30 gwech muioc'h eget hini ar skrammoù strinkennoù liñvel.

Heñvel ouzh re ar skrammoù srinkennoù liñvel eo arouezadurioù ar skrammoù plasma.Skramm strinkennoù liñvel