Jederez

Ur jederez zo un ijinenn hezoug elektronek evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù niveroniel eeun betek ar jedoniezh kemplezh. E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe krouet an hini gentañ, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar mikroprosesor Intel 4004 gant Intel evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar grug elektronek e teuas bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.
Bremaén emañ skalf ar jederezioù eus ar re varc'hadmat-kenañ, mentet evel ur gartenn-vank, betek ar re solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù trigonometriezh ha stadegouriezh. Un benveg boas eo evit ar skolidi hag ar studierien.
Gant binvioù all e vez programmoù jediñ etreoberiat, evel ar PDA (Personal Digital Assiastant), ar pellgomzerioù hezoug ha reizhiadoù korvoiñ an urzhiaterioù abaoe an UNIX kentañ.
Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar jederezioù n'int ket mekanikoù, ardivinkoù int. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavarer ket rak gant ar reizhiad daouredel e reont o jedadurioù. Kemer a rejont o flas pa voe aet ar munudikaat war-raok, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.
Benveg kentañ ar jediñ eo ar voulaoueg implijet gant ar Sumeridi hag an Egipsianed kozh a-raok 2000 kent JK. En Azginivelezh e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant Wilhelm Schickard hag un nebeud dekvloavezhiadoù goude gant Blaise Pascal. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez: sammadur, lamadur, liesadur ha rannadur. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant Gottfried Leibniz, rod Leibniz. Eus an XIXvet kantved betek kreiz an XXvet kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.
E 1948 e voe fardet ar jederez Curta, un ijinenn jediñ hezoug, ken aes da zornata hag ur pebrer ha gant ur zordnikell evel ur vilin-gafe. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez hag ar wriziennoù karrez.
Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe gwerzhet jederezioù a-leizh gant embregerezhioù evel Texas Instruments, Casio ha Hewlett-Packard.
Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un douchennaoueg o devez gant pouezelloù evit ar sifroù hag ar jedadennoù niveroniezhel. Lod anezho o deus pouezelloù "00" ha "000" da enankañ aes niveroù bras. Gant ar jederezioù diazez e klot pep pouezell gant ur sifr pe un oberadenn hepken, gant re all e vez pouezelloù liesimplij alies.
Renkadur ar pouezelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sed amañ renkadur boaz ur jederez godell diazez, hag o zalvoudegezh.
|
|