Henegipt

Eus Wikipedia
Ar piramidennoù eo heverkañ monumantoù sevenadurezh Henegipt

Henegipt zo anezhi ur sevenadurezh kozh e biz kevandir Afrika, bodet a-hed ar stêr Nil, en ur vro anvet Egipt hiriv. Eus ar bloazioù 3000 kent JK betek 332 kent JK e padas sevenadurezh Henegipt.

Sevenadurezh an Nil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soliet e oa berzh ar sevenadurezh-mañ war ar stêr Nil, a zegase ul lec'hid strujus bep bloaz war barkeier he zraoñienn, a-drugarez d'an dourgreskoù.

Kevredigezh Henegipt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou brantad a gaver en istor Henegipt : hini an Rouantelezhioù (betek 2000 a-raok J.-K.) ha hini ar Faraoned (etre 2000 ha 332 a-raok J.-K.).

Hanter Den-Hanter Doue e oa ar Faraon. Abalamour da se eo e voe savet ar piramidennoù ken brudet. Abalamour da se ivez e oa diharz e c'halloud, ha kriz alies.

Dizingal-tre eo urzhaz ar Stad henegiptad : dindan ar faraon edo ar vizir, a oa ur seurt maodiern kentañ, ha dindanañ ur bern amaezhidi : ar skribed.
Rannet eo an dud e tri rummad diforc'h mat :

  • an noblañs, karget da c'houarn ha da lakaat an urzh hag ar surentez da ren ;
  • ar gloer, karget d'ober war-dro an doueoù, da virout ha da zonaat ar skiantoù ;
  • an dud vunut, a ranke labourat dindan o mistri hag a veve anezho dre baeañ tailhoù.

Israelidi a oa un darn eus ar boblañs-se, a zivroas da ziazezañ Israel.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg