Stadegouriezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Iskevrennad eus | matematik, skiant furmel |
|---|---|
| Rann eus | matematik, armerzh |
| Is the study of | statistical data, probability distribution |
| Studiet gant | sokioyezhoniezh |
| Hashtag | statistics |
| Dezverket dre | statistics award |
| Istor | history of statistics |
| Pleustret gant | statistician |
| Learning outcome | probability concepts, Descriptive statistics concepts |
| Stack Exchange site URL | https://stats.stackexchange.com/ |
| Classification of Instructional Programs code | 27.05, 27.0501 |
| ID en Thesaurus NCI | C17167 |
| Tikedenn Stack Exchange | https://math.stackexchange.com/tags/statistics, https://or.stackexchange.com/tags/statistics |
Ar stadegouriezh a zo ar skiant hag ar pleustr hag a zo o fal tennañ anaoudegezhioù diouzh anadennoù eztaolet dindan ur stumm a gementadoù. Diazezet eo war teorienn ar gwirheñvelder, ur skourr eus ar matematik da dalvezout.
Hervez teoriennoù ar stadegouriezh e vez lakaet da batromoù an arvarusted hag an amzivin. O pleustriñ war ar stadegouriezh e labourer evit sevel steuñverezh hag evit krennañ ha displegañ an arselloù, hep ankounac'haat lakaat da c'hoari ar c'hemmusted hag an amzivin e-barzh.
Orin an termen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an termen brezhonek eus ar c'hembraeg ystadegau hag hemañ eus al latin stastisticum collegium (kuzul ar Riez pe Stad). Eus al lavarenn-mañ e teu ar ger italianeg statista (Den a riez pe bolitikour). Implijet e oe e 1749 gant an Alaman Gottfried Achenwall ar ger statistik hag e oe troet e saozneg (en:statistics).
Sevel stadegoù a zo bet pleustr ar riezoù hag o melestradurezhioù. Bremañ e vez savet stadegoù gant embregerezhioù ha tud oc'h ober diwar-benn skiantoù an Natur, ar skiantoù kevredigezhel, ar medisinerezh hag all.