Mont d’an endalc’had

Japan

Eus Wikipedia
日本国
Nihon-koku
pe Nippon-koku

Japan
Banniel Japan Siell impalaerel Japan
Banniel Siell impalaerel
Ger-stur : hini ebet
Kan broadel: 君が代 Kimi Ga Yo

"Ren E Veurdez an Impalaer"
Lec'hiadur Japan
Lec'hiadur Japan
Kêr-benn 東京 Tōkyō
Kêr vrasañ (memes hini)[1]
Yezh(où) ofisiel hini ebet, met ar japaneg eo ar yezh vroadel
Gouarnamant Monarkiezh vonreizhel
 - Impalaer Naruhito (徳仁)
 - Kentañ ministr Fumio Kishida (岸田 文雄)
Gorread
 - Hollad 377 975 km² (62vet)
 - Dour (%) 0.8
Poblañs
 - niveradeg 2021 125 360 000
 - Stankter 334/km²
Moneiz Yen (¥, 円) (JPY)
Gwerzhid-eur (UTC+9)
Kod kenrouedad .jp
Kod pellgomz +81
Japan

Un enezeg a-hed aodoù sav-heol Azia a ya d'ober Japan (e japaneg: 日本 Nihon pe Nippon, ent-ofisiel Stad Japan, 日本国 Nippon-koku pe Nihon-koku). Peder enezenn bennañ zo : eus an norzh betek ar su, Hokkaido, Honshu (an hini vrasañ), Shikoku ha Kyushu ha 97 % eus ar vro zo dindane ; 6 852 enez zo en holl e Japan abaoe 1945[2]. Ouzhpenn 300 km eo hed an enezeg en holl ; 600 kilometrad e mervent Kyushu emañ Naha, war Enez Okinawa hag a zo lod eus strollad inizi Ryukyu (pe Ryūkyū rettō e japaneg). En tu-hont da 1 000 kilometrad hed zo da enezeg Nanpo, e su Tōkyō. Dindan Rusia emañ inizi Sac'halin (Karafuto e japaneg) ha Kouril (Chishima retto) a zo muioc'h eget 1 200 kilometrad hed dezho. E norzh ar vro emaint hag alies-kaer e vezont gwelet evel penn-pellañ Japan.

Meneziek eo ar pep brasañ eus an enezennoù, lod zo savet diwar obererezh menezioù-tan. Menez uhelañ Japan da skouer, ar menez Fuji (3 776 m), zo ur menez-tan ; dizoberiant eo abaoe 1707. Dekvet bro bobletañ ar bed eo Japan, gant 126,45 milion annezad evit 377 835 km² (334,7 annezad/km²) hag a zo o chom evit al lodenn vrasañ e kompezennoù strizh an arvor. Tōkyō vras, anezhi kêr-benn Tōkyō ha meur a brefeti tro-dro dezhi, eo an tolpad kerioù brasañ eus ar bed, gant ouzhpenn 30 milion a annezidi.

Diskouezet eo bet gant an arkeologiezh e oa poblet Japan kerkent hag ar paleolitik uhelañ. Meneget eo Japan e skridoù istor Sina adalek ar I kantved.
Troc'het eo istor Japan e prantadoù ma oa levezonet kalz gant ar bed diavaez heuliet gant prantadoù hir digenvez. Abaoe diazezadenn e vonreizh nevez e 1947 ez eo deuet Japan da vezañ ur vonarkiezh vonreizhel gant un impalaer hag ur parlamant dilennet, an Dael.

An trede brasañ galloud ekonomikel eus ar bed eo Japan hervez ar PDG. Ar pevare ezporzhier brasañ eo ivez hag ar c'hwec'hvet emporzhier brasañ. Ur vro diorroet eo, dezhi ul live buhez uhel, hag an esperañs bevañ hirañ en deus er bed hervez jedadennoù Aozadur ar Broadoù Unanet[3]. Mes arabat eo d'an daolenn vrav-se kuzhat ar c'hudennoù bras a c'hourdrouz dazont ar vro : gouzañv a ra Japan diwar ur feur genel e-mesk ar re izelañ er bed, kalz re izel da erlerc'hiañ ar rummadoù a ya da anaon : e 2017, e oa negativel feur kresk ar boblañ e Japan gant -0.21%, hag istimet e oa ar feur strujusted da 1,41 bugel dre vaouez[4] Emañ poblañs ar vro o tigreskiñ..
Japan eo ar vro er bed ma pouez ar muiañ an dle foran ivez ; pa dizhe 223,80 % eus ar PDG e 2017[5].

Pennad pennañ : Istor Japan

Hervez ar vojenn e voe diazezet Japan er VIIvet kantved kent J.-K gant an impalaer Jimmu. Degaset e oa bet reizhiad ar skritur sinaek hag ar voudaegezh e-tro ar Vvet kantved hag ar VIvet kantved, loc'het gante ur prantad pouezus ha hir dindan levezon sevenadur Sina er vro. Komanderien arouezel e voe an impalaerien, na bout ma oa peurliesañ gwir c'halloud ar vro gant noblañs galloudek al Lez, rejanted anezhe, pe shōgun-ed anezhe.
E-tro ar XVIvet kantved ec'h aochas e Japan koñversanted deuet eus Europa : eus Portugal, lod all eus an Izelvroioù, eus Bro-Saoz hag eus Spagn, asambles gant misionerien gristen. E-pad al lodenn gentañ eus ar XVIIvet kantved e tiskredas ar shogunelezh warne e oant ar preveudioù eus un aloubadenn gant an armeadoù europat hag e tihanas an holl zarempredoù gant an diavaez war-bouez reoù strizhik gant marc'hadourien sinaat hag Izelvroat war Enez-Dejima e Nagasaki. Ha dizarempred dre youl e chomas ar vro e-pad 200 vloaz, ken ma pouezas ar Stadoù-Unanet, gant ergerzhadeg ar C'homodor Matthew Perry, war Japan a-benn he digeriñ da vroioù ar c'hornaoueg gant feur-emglev Kanagawa e 1854.

E-korf un nebeud bloavezhioù hepken en em dreuzfurmas kalz kevredigezh ar vro pa oa deuet an darempredoù en-dro gant broioù ar c'hornaoueg. Diskaret e voe ar shogunelezh, ha lakaet e voe an impalaer da ren en-dro. Gant adreizhadennoù an oadvezh Meiji kroget e 1868 e teuas cheñchamantoù a-leizh. Torret e voe ar reizhiad gladdalc'hel, ha kalz lezennoù eus broioù ar c'hornaoueg a voe kemeret, enne ur reizhiad lezenniñ hag a c'houarnamant. Adreizhadennoù all a voe ivez en armerzh, er gevredigezh hag en arme, ar pezh a dreuzfurmas Japan en unan eus riezoù bras ha modern ar bed. Ur youl vras da sevel a greskas er vro gant-se. Tarzhañ a reas brezelioù enep Sina e 1895) hag enep Rusia e 1905) da-heul. E-kerzh ar brezelioù-se e voe gounezet Korea, Taiwan ha tiriadoù all gant Impalaeriezh Japan.
E penn-kentañ an XXvet kantved e kendalc'has an impalaeriezh da astenn : aloubiñ a reas Mandchouria ha sevel eno ar Stad vargodenn anvet Manchukuo. Un eil brezel a loc'has e Sina e 1937 ha, da echuiñ, an argadenn e Pearl Harbor e 1941 a lakaas ar vro da gemer perzh en Eil Brezel-bed. Trec'het e voe Japan e 1945 da ziwezhañ, goude ma voe taolet div vombezenn atomek gant ar Stadoù-Unanet, unan war Hiroshima hag unan all war Nagasaki.
Kodianañ a reas Impalaeriezh Japan ha kevrediñ a reas ar gouarnamant nevez gant an Amerikaned d’an 2 a viz Gwengolo 1945.
Dindan gward ar Stadoù-Unanet e chomas Japan gwastet betek 1952. Addeuet ar vro d'he ment orin en em lakas an armerzh en e sav en-dro goude 1952, ha berzh gant annezidi an enezennoù betek bremañ.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 16 a viz Gwengolo 2020 e teuas Yoshihide Suga da vezañ kentañ ministr nevez ar vro.

Prefedelezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Japan etre 8 rannvro, enno 47 prefedelezh renet gant ur gouarner dilennet hag ur gambr dilennidi[6].

MMM Hokkaido

1. Hokkaido

MMM Tōhoku

2. Aomori
3. Iwate
4. Miyagi
5. Akita
6. Yamagata
7. Fukushima

MMM Kantō

8. Ibaraki
9. Tochigi
10. Gunma
11. Saitama
12. Chiba
13. Tokyo
14. Kanagawa

MMM Chūbu

15. Niigata
16. Toyama
17. Ishikawa
18. Fukui
19. Yamanashi
20. Nagano
21. Gifu
22. Shizuoka
23. Aichi

MMM Kansai

24. Mie
25. Shiga
26. Kyoto
27. Osaka
28. Hyōgo
29. Nara
30. Wakayama

MMM Chūgoku

31. Tottori
32. Shimane
33. Okayama
34. Hiroshima
35. Yamaguchi

MMM Shikoku

36. Tokushima
37. Kagawa
38. Ehime
39. Kōchi

MMM Kyūshū

40. Fukuoka
41. Saga
42. Nagasaki
43. Kumamoto
44. Ōita
45. Miyazaki
46. Kagoshima
47. Okinawa

Setu amañ roll kêrioù Japan hervez o foblañs ; kalzik eus ar c'hêrioù-se a ya d'ober megalopolennoù.

Kêrioù Japan hervez o foblañs
Niveridigezh 01/04/2021
Renk Kêr Prefedelezh Poblañs

Tōkyō
Tōkyō
Yokohama
Yokohama
1 東京都 Tōkyō Tōkyō 13 957 179
2 横浜市 Yokohama Kanagawa 3 757 630
3 大阪市 Osaka Osaka 2 753 819
4 名古屋市 Nagoya Aichi 2 320 719
5 札幌市 Sapporo Hokkaidō 1 960 755
6 福岡市 Fukuoka Fukuoka 1 603 043
7 川崎市 Kawasaki Kanagawa 1 539 522
8 神戸市 Kobe Hyōgo 1 511 393
9 京都市 Kyoto Kyoto 1 452 037
10 さいたま市 Saitama Saitama 1 323 405
Renk Kêr Prefedelezh Poblañs
11 広島市 Hiroshima Hiroshima 1 195 933
Osaka
Osaka
Nagoya
Nagoya
12 仙台市 Sendai Miyagi 1 089 715
13 千葉市 Chiba Chiba 983 211
14 北九州市 Kitakyushu Fukuoka 935 084
15 堺市 Sakai Osaka 822 846
16 新潟市 Niigata Niigata 789 239
17 浜松市 Hamamatsu Shizuoka 786 853
18 相模原市 Sagamihara Kanagawa 722 973
19 岡山市 Okayama Okayama 719 134
20 静岡市 Shizuoka Shizuoka 684 622

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Da geñver melestradurezh n'eo ket Tōkyō ur gêr hiziv ken : ur vetropolenn, hag a glot gant ur prefeti. Yokohama eo ar gêr bobletañ neuze.
  2. (en)Facts and Figures of Japan 2007 01: Land.
  3. (en) United Nations World Population Propsects: 2006 revision – Taolenn A.17 evit 2005-2010.
  4. (en) The World Factbook, CIA (2017).
  5. (en) The World Factbook, CIA (2017)
  6. (en) 'Web Japan'. Kavet : 15 Mae 2021.
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける