Liesadur

Eus Wikipedia
Liesadur 4 dre 3 a ro an hevelep disoc'h ha liesadur 3 dre 4

Al liesadur zo unan eus pevar niñvadur an niveroniezh elfennel gant ar sammadur, al lamadur hag ar rannadur.

Liesadur daou gevan a c'hell bout desellet evel ur sammadur arrenet lies gwech. Da skouer, 3 lies 4 a c'hell bout gwelet evel sammadur tri niver 4 :

Al liesadur a c'hell kevaraezañ da gontañ elfennoù renket en ur reizhkorn pe da jediñ gorread ur reizhkorneg a anavezer an hed hag al led anezhañ. Er memes mod e kevaraez da zidermenañ ur priz prenañ anavezer a 'r priz unanek hag a 'r c'hementad prenet.

Al liesadur en em holleka da strolloù all estreget an niveroù klasel (kevan, daveel, gwerc'hel). Da skouer, tu zo liesaat kemplezhion etrezo, kevreizhennoù, ogedoù ha zoken sturiadelloù dre niveroù.