Eurier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un eurier-brec'h
Un eurier-brec'h Zenith ma weler an ardivink o vont en-dro.
Eurier Waltham, a veze gant ar soudarded er Brezel-bed kentañ
Un eurier Swatch
Ar c'hoshañ eurier, graet e 1530

Un eurier, pe ur montr, zo un horolaj hezoug treloc'hel pe elektronek hag a vez douget gant e berc'henn pe e berc'hennez.
Tri seurt eurieroù a gaver hiriv : an eurier-brec'h (anvet ivez horolaj-dorn[1]), hag a vez douget ouzh an arzorn, an eurier-ispilhenn hag a vez douget evel un dro-c'houzoug ha, raloc'h bremañ, an eurier-godell.
Brudet eo eurieroù Suis, a-douez reoù arall.

Ur seurt boest eo an eurier, rod kendantañ pe amredoù elekronek enni, goloet gant ur werennig ma lenner an eur drezi.

Parzhioù un eurier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eurier treloc'hek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eurier elektronek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eurier gant bizied[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hennezh a ziskouez an eur dre zaou viz hefiñv, unan bihan evit an eurioù, unan brasoc'h evit ar munutennoù. Ur biz all a vez ouzhpenn alies da ziskouez an eilennoù. Ne c'haller ket diforc'hañ ar beure diouzh an noz : war 12 e vo an daou viz, ha pa vefe kreisteiz pe hanternoz.
Treloc'hek pe elektronek e c'hall bezañ.

Eurier niverel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre sifroù e vez diskouezet en eur gant seurt eurieroù. Da skouer, evit diskouez ez eo unnek eur ha kard, e tiskouezo 11:15 (unnek eur ha pemzek munutenn). Bez' e c'heller reizhañ an eurier evit ma tiforc'hfe etre beure hag abardaez, dre e reizhañ war un diskouez 12 eurvezh, ma vo 11:15 AM (latin ante meridiem, "a-raok kreisteiz") pe 11:15 PM (post meridiem, "goude kreisteiz"), pe war un diskouez 24 eurvezh, ma vo 11:00 da veure ha 23:00 da noz.
Elektronek bepred e vez an eurieroù niverel, evel-just.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E Geriadur Hemon-Huon. Gregor a Rostren a rae gant « horolaj-dorn » evit an eurier-godell, hervez Geriadur Favereau, s.v. horolaj.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger eurier er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger montr er
wikeriadur, ar geriadur frank.