Touchennaoueg (urzhiataerezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un douchennaoueg (2005)
Ur vizkriverez Remington QWERTY
Ur vizkriverez Remington QZERTY

Touchennaoueg a reer er stlenneg eus un etrefas trobarzhel karget da euvriñ nodoù[1] (lizherennoù, sifroù, arouezennoù).
Drezi e c'heller kehentiñ gant un urzhiataer ha kas urzhioù dezhañ.
Diwar skouer ar bizskriverezoù e vezont savet evit ar pezh a sell ouzh al lizherenneg hag ar sifroù : ret eo pouezañ war ar stokell a zere evit kas an arouezenn-mañ-arouezenn d'an urzhiataer.
Pouezelloù arbennik evit ar stlenn zo bet ouzhpennet da douchennaoueg ur vizskriverez ; lod urzhioù a gaser dre bouezañ war div pe deir stokell war an dro.

Un tamm istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1868 e oa bet ergrafet an douchennaoueg "QWERTY" e Milwaukee gant Christopher Latham Sholes dre adaozañ dasparzh stokelloù ur vizskriverez : stokelloù arveretañ ar saozneg a lakaas e rann uhelañ an douchennaoueg a-benn ma ne vije ket ar gwialennoù a zouge an nodoù o vont da gengroaziañ ha d'en em c'hennañ. E 1873 e voe gwerzhet an douchennaoueg-se d'an embregerezh E. Remington & Sons, a reas touchennaouegoù "QZERTY" ivez.
Diwezhatoc'h e voe ergrafet an douchennaoueg "AZERTY" evit ar broioù galleger evit abegoù ergonomiezh hag efedusted.

E 1936 e klaskas ur c'helenner e Skol-Veur Washington, August Dvorak (1894-1975), bezañ efedusoc'h c'hoazh dre vodañ 5 kensonenn implitañ qr sqowneg war al linenn uhelañ, an holl vogalennoù war al linenn greiz hag an 9 c'hensonenn all war linenn an traoñ, kement-se evit aesaat ar bizskrivañ gant an daou zorn. Un dro-wenn genwerzhel e voe touchennaoueg Dvorak avat, abalamour d'ar striv a ranker ober evit en em voaziañ outi pa vezer boaziet ouzh an doareoù "QWERTY" pe "AZERTY".

E 2003 e voe ergrafet gant an ijinour Philippe Basciano Le Gall un douchennaoueg "C'HWERTY", gant stokelloù a aesa e implij gant ar vrezhonegerien (c'h, ch, ù, ñ). [2]


Ar gennaskeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1974 e voe lakaet war ar marc'had an urzhiataer personel kentañ, an Altair 8800 ; dre ur porzh a-steud DE-9 RS-232 e veze kennasket un douchennaoueg outañ.
Lod kompagnunezhioù a gavas gwelloc'h ober gant lugelloù DIN.
. E 1987 ez ijinas an embregerezh IBM ar porzh PS/2 (Personal System/2) a badas betek ma voe roet lañs d'an touchennaouegoù USB er bloavezhioù 2000. Pelloc'h e voe touchennaouegoù dinask a dizh porzh an unvez kreiz dre skindalmoù (Bluetooth) pe skinoù danruz.

Un douchennaoueg vras pe vihan a gaver stag ouzh kement ardivink ma ranker ebarzhiñ roadoù lizhersifrennel a c'heller gwelout war ur skramm : bilhedaouer, eilskeudenner, pellgomzer hag all. War skramm an ardivink end-eeun e vez aliesoc'h-aliesañ, a-drugarez d'an deknologiezh TFT (Thin-Film Transistor) : evel-se ez a ar poellgomzerioù hag an tablezennoù en-dro.
Un douchennaoueg c'halloudel zo war ho urzhiataer : diskouezet e vez war ar skramm, ha dre glikañ warni ez ebarzher nodoù — grit war-eeun gant ho pizied mard eo ho skramm unan TFT.

Rizhoù touchennaouegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar rizh touchennaouegoù zo evit an urzhiataerioù personel (PC, Personal Computer). Gant IBM e oa bet ergrafet an tri c'hentañ, gant Microsoft ez eo bet azasaet an hini diwezhañ evit e reizhiad korvoiñ Windows 95.

  • An douchennaoueg 83 stokell PC/XT, an hini gentañ evit ar PCoù ha dreist-holl an hini gentañ digevredet diouzh an urzhiataer e-keñver ar re a oa d'ar c'houlz-se (Apple II, Amiga hag all).
  • An douchennaoueg 84 stokell PC/AT, ergrafet e 1984 ; an douchennaoueg daouank kentañ e oa, ar pezh a roe an tu da wereañ stadoù gant diodoù LED; ur reoler a oa kevanaet gant ar bennwal a roe an tu da gefluniañ arventennoù.
  • An douchennaoueg 102 stokell, anvet "touchennaoueg askouezh", ergrafet gant IBM e 1986.
  • An douchennaoueg 105 stokell kenglotus gant Microsoft Windows 95 ; stokelloù a oa bet ouzhpennet evel ar re Windows da skouer.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. ÉTIENNE Guy, Geriadur ar stlenneg, Preder, 1995, pp. 60b, 513 (ISBN 978-2-9013-8314-7)
  2. An Drouizig