Ardivink

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Caution sign used on roads pn.svg Diwallit da zroukveskañ ardivink gant mekanik.
Daou ardivink
da vuzuliañ an tredan

Un ardivink zo ur stroll elfennoù, gwikefreoù peurliesañ, a zo kenaozet a-benn treiñ ar gremm-mañ-gremm en ur stumm spletus a dalvez da seveniñ kefridi pe gefridi evit bastañ d'un ezhomm bennak.
Savet e vez ardivinkoù evit kas ul labour da benn, arselliñ un anadenn pe c'hoazh ober muzulioù.

Un heuliad oberiadurioù a vez sevenet gant an ardivinkoù, en un doare emgefreek peurliesañ.
Kavadenn an tredan er XVIIvet kantved a zigoras an hent d'an ardivinkelezh ken evit pourchas gremm hag evit e zegas da bredadoù resis e-korf an oberiadurioù. Diorren an elektronik zo bet ur bazenn bouezus all e-doug hanterenn zivezhañ an XXvet kantved, p'en deus roet tro da fardañ gwikefreoù bihanoc'h-bihanañ ha gouest da seveniñ kefredioù kempleshoc'h-kempleshañ. An urzhiataerezhioù zo ur skouer splann eus an ardivinkoù galloudus a zo bet ijinet gant an Den. Hep an ardivinkoù ne c'hellfe mui an dud bevañ en doare ma reont hiziv.

Ardivinkoù ha mekanikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tanav eo ar vevenn etre an ardivinkoù hag ar mekanikoù. A-drugarez da araokadennoù ar galvezoniezh ez eus tu hiziv d'o diforc'hañ resisoc'h dre ar c'heal a fiñv : e berr gomzoù, ur mekanik a-vremañ a dro gremm e fiñv a-benn kaout an nerzh rekis evit kas e gefridi da bennvat, evel ar mekanikoù kozh (gavr, stern-gwiader, mekanik dre vurezh, kannerez hag all), tra ma n'eus ezhomm fiñv ebet evit un ardivink da seveniñ e gefridi.
Setu amañ an diforc'h skeudennaouet :

Ur mekanik da reiñ an eur
Un ardivink da reiñ an eur

Un ardivink eo hoc'h urzhiataer, ennañ daou vekanik da nebeutañ avat (evit e yenaat dre lakaat aer da fiñval, evit tapout ar stlennoù dre lakaat un nadoz da fiñval war gorre ar bladenn galet), un ardivink eo ho skramm (fiñv ebet evit lakaat ar skeudennoù da zont war-wel). Mekanikoù e chomo ar moullerezioù da viken (moarvat).