Hewlett-Packard

Eus Wikipedia
Logo HP etre 2010 ha 2015. Hiziv ez eo implijet c'hoazh gant HP Inc.

An Hewlett-Packard Company (berraet en HP, pe hp) simplaet en Hewlett-Packard a oa un embregerezh treuzvroadel stadunanat teknologiezhoù staliet en Palo Alto, Kalifornia. Produiñ a rae lodennoù urzhiataer lies koulz ha meziantoù liammet gant servijoù evit ar guzumerien hag an embregerezhioù bihan pe bras. Savet e oa bet an embregerezh en ur c'harrdi bihan e Palo Alto gant Bill Hewlett ha David Packard. Da gentañ penn e veze produet dafar test elektronek. HP e oa ar saver urzhiataerioù pennañ er bed etre 2007 ha 2013, betek ma voe kemeret e lec'h gant Lenovo.

Hewlett-Packard en deus ledanaet ar servijoù kinniget gant an embregerezh dindan an anv Hewlett Packard Enterprise d'ar 1añ a viz Du 2015. Hewlett-Packard, an embregerezh diazez, zo chomet war tachenn ar sevel urzhiataerioù ha moullerezioù gant an adanv HP Inc.

Lec'h penn HP e Palo Alto, Kalifornia.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]