Bit

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar bit eo an unanenn binarel a gementad stlennel. Dont a ra ar ger bit eus ar saozneg binary digit, a dalv kement ha « sifr daouredel »[1]. Da lavarout eo, ur sifr na c’hell talvezout nemet 0 pe 1.

Kement hag "un tamm" e talv an dro-lavar saoznek a bit of. John Tukey a c'hovelias ar ger bit, ha gant Claude Shannon eo bet ledet e-mesk an dud[1].

Arabat eo droukveskañ bit gant ar ger saoznek byte a droer dre liesbit e brezhoneg, hag a dalvez ur steudad bitoù. Pa vez 8 bit en ul liesbit e teu da vezañ un eizhbit.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Shannon, Claude E. (July 1948). "A Mathematical Theory of Communication". Bell System Technical Journal 27 (3): 379–423. DOI:10.1002/j.1538-7305.1948.tb01338.x