Enbonegañ daouredel

Eus Wikipedia

En difin ar bloavezhioù 1930 e oa bet anataet gant Claude Shannon e oa lank efediñ gwezhiadurioù vezoniel (pe boelloniel jedoniekaet) gant enstokerioù (trec'haolerioù) serret da "gwir" ha digoret da "gaou". Ne oa ken 'met neuze da gevrediñ an niver "1" da "gwir" hag an niver "0" da "gaou".

An areg-se (pe al lavar-se) a vez anvet areg daouredel (lavar daouredel). Gant an areg-se 'ni eo e vez an urzhiataerioù oc'h arc'hwelañ (o vont en dro). Dre-benn dezhañ e c'heller implijañ 2 niver hepken (0 hag 1) d'enbonegañ an holl sifrennoù. Boazet omp-ni d'ober gant dek niver (0,1,2,3,4,5,6,7,8,9) da skrivañ an holl niveroù-all ; an diazez dekredel eo pe degel.

Ar bit[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvezout kement ha "Binary digit" a ra ar ger "bit" eleze "0" pe "1" e niverenniñ daouredel. Unanenn stlennañ bihanañ a c'hell un urzhiataer dazverañ eo.

Galloud a reer oc'h erouezañ evel-hen :

  • Gant ur skog tredan a zeu da genglotañ gant an "1" adalek un talvoud lavaret,
  • Gant toulloù war ur gorre,
  • Gant daoustabilioù, da lavaret eo parzhioù e vez gante daou savlec'h kempouez (unan da "1" hag an all da "0")

Gant ur bit e c'heller kaout daou stad : pe 1 pe 0.

Gant daou vit e c'heller kaout pevar stad disheñvel (2*2) :

00 = 0 (kenglot e dekredel)

01 = 1

10 = 2

11 = 3

Gant tri bit e c'heller kaout eizh stad disheñvel (2*2*2) :

000 = 0

001 = 1

010 = 2

011 = 3

100 = 4

101 = 5

110 = 6

111 = 7

Gant eizh bit hon eus (2*2*2*2*2*2*2*2)= 256 gallusterioù, pezh e vez anvet un eizhbit:

2^7=128 2^6=64 2^5=32 2^4=16 2^3=8 2^2=4 2^1=2 2^0 =1 kenglot e dekredel
0 0 0 0 0 0 0 0 = 0
0 0 0 0 0 0 0 1 = 1
0 0 0 0 0 0 1 1 = 3
0 0 0 0 0 1 0 1 = 5
0 0 1 0 1 0 1 0 = 42
1 0 0 0 0 0 0 0 = 128
1 1 1 1 1 1 1 0 = 254
1 1 1 1 1 1 1 1 = 255

An niver izelañ a zo 0 ; an hini uhelañ 255 ; bez'eus neuze 256 galluster enbonegañ.

Bez' e c'hell bezañ ar c'heal-se astennet da n bit ; bez' vo neuze 2^n galluster.

An eizhbit[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un unanenn stlennañ stummet (kediet) gant eizh bit eo un eizhbit. Permetiñ a ra d'enbonegañ un nod evel un niverenn, ul lizherenn, un arouez,....

Ar strollañ bitoù dre eizh a gevaraez un helennded aesoc'h un tammig evel en diazez dekredel pa vez strollet an niverennoù dre teir. Da skouer eo aezoc'h da lenn "1 234 567" eget "1234567".

Un unanenn kediet gant c'hwezek bit a vez anvet ur "ger" (e saozneg "word").

Hag unan kediet gant 32 bit a vez anvet "daougement-ger" (e saozneg "double-word").

An niñvadurioù e daouredel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lank 'zo efediñ an niñvadurioù didres evel ar sammadur, al lamadur hag al liesadur e daoured en un doare didenn.

Ar Sammadur :

An hevelep reoladoù hag e dekred e vez arveret e daoured. Kregiñ a reer da sammañ ar bitoù leiañ pouez (ar re war an tu dehoù) hag hor bez un astaol pa vez sammad daou vit a un-bouez a vez o vont en tu-hont talvoud an unanenn uhelañ (1 evit an daoured). Astaolet e vez an astaol war ar bit a bouez krenvoc'h da heul. Da skouer :

. .O 1 1 O 1

+ O 1 1 1 O


. .1 1 0 1 1

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]