Meizad

Eus Wikipedia
meizad
metakevrennad a urzh hegemm
Iskevrennad eustraezenn difetis, semantic unit Kemmañ
Studiet gantconcept clarification, prederouriezh Kemmañ
Dezverket dreextension of a concept Kemmañ

Meizadoù a reer eus traezoù difetis e spered an den ma c'hall hemañ kompren an anadennoù ganet diwar an etreober gant e endro. Drezo e c'hall rummata ar pezh nevez a gouezh en e intent e-keñver an anaoudegezhioù en devoa dastumet a-raok.

Diouzh ar c'henistor ha perzhioù an den pe ar strollad tud eo ar meizadoù : yezh, sevenadur ha ditouroù hag a zo bet tapet ha miret er soñj d'ar mare ma vez savet ar meizad. Dre ar skiant-prenet e vez savet ar meizadoù neuze, ha dre al liammoù gaet war ar prim gant un dra pe ur saviad dibar ha dibad e teuont er spered.
Etrehiniennel e vez ar skiant-prenet atav : pa ne c'heller ket rakwelout ar saviadoù diwar ar rakdiviz ez eo ret d'ar spered implijout e varregezh dezastum an traoù santet. Ne c'hell ket an empenn chom hep lakaat er jeu santadoù ar [[Skiant (fiziologiezh) |pemp skiant]] pennañ, ken e laka ur seurt tikedenn evit bezañ gouest da adkavout ar genstrolladenn santadoù rik. Liammet eo gant un anv dibar ivez.

Poelloniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er boelloniezh e vez renket evel klasoù ar gerioù a arouez ar meizadoù hollek. Gwelet e vez an anvioù dibar evel ur c'hlas hollek, ennañ ur boud pe un dra hepken, ha drezo e c'heller rummata ha renkañ ar pezh a vez santet eus ar bed.

Kemplez ha liesseurt e vez al liammoù etre ar gerioù hag ar meizadoù pa ne dave ket atav ur ger d'ur meizad hepken, hag ur meizad a c'hell bezañ eztaolet dre veur a c'her pe lavarenn. Eztaoladur ar meizad a c'hell bezañ diouzh ar yezh implijet ivez.

Pa vezont difetis e vez kaoz eus meizadoù furmel, hag a ya da "gealioù" ma vez klasket lakaat anezho da vezañ ergorel e-lec'h bezañ dangorel.

Rummadoù ar meizadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gerioù evit eskemmañ, dezho un dalvoudegezh kentelius pe get
  2. Meizadoù buhezegezh
  3. Meizadoù er [matematik]], pa c'heller sevel ur c'hej etre perzhioù furmel
  4. Meizadoir e fizik.
  5. Meizadoù moneiz.
  6. Meizadoù a bep seurt

Prosez ganedigezh ar meizadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra ganedigezh ur meizad e spered un den (un dangorenn) pa gej gant un ergorenn anaoudegezh. Pa ne c'hall ket implijout e bemp skiant e teu skeudennadur an ergorenn diwar e eñvor, ur soñj eus ar perzhioù (neuz, stumm, liv, trouz, blaz, c'hwezh). Ne vije ket eus ar meizad mar ne vije ket ar poell er c'hoari, rak gantañ e c'heller merzout hag elfennañ ar perzhioù pennañ ha diouzh-se mont da grouiñ ar meizad er spered.
Diouzh ar roadennoù lakaet en urzh gant ar poell e vez krouet un unvez meizañ. Un dra emluskel eo pa vez pinvidikaet ar meizad kentañ gant dizoloadennoù graet war-lerc'h war ar memes ergorenn.
Skeudennadur speredel an ergorenn eo ar meizad, skeudenn rik an ergorenn n'eo ket.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]