Prederouriezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
prederouriezh
diskiblezh akademek, penndanvez studi, skourr eus ar skiant, tachenn obererezh
Iskevrennad eusknowledge system Kemmañ
Rann eusskiantoù an den Kemmañ
Anv er yezh a orinφιλοσοφία Kemmañ
Efedphilosophical viewpoint Kemmañ
Hashtagphilosophy Kemmañ
Pleustret gantprederour, professor of philosophy Kemmañ
Is the study ofcondition, phenomenon, gwirvoud, Gouiziegezh Kemmañ
A implijphilosophical method Kemmañ
IstorIstor ar brederouriezh Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/philosophy Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://philosophy.stackexchange.com/ Kemmañ
Platon, Kant, Nietzsche, Bouda Konfusius hag Averroes

Petra eo ar brederouriezh?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (pe : ar filozofiezh[1]) evel ar c'hoant gouzout, a zo unan eus techoù kreñv an Den, rak broudet e vez ar vugale gantañ ha hep mar e veze renet an Australopithecus gantañ ivez pa'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg rak gant ar ger Philosophia (Philo- = "kar-"; sophia = "furnez") e rae an Henc'hresianed.

Hervez Nicola Abbagnano '1901-1990) en em ziskouez termen ar brederouriezh evel un anv roet d'ur seurt enklask ha n'eus ket anezhi, emezañ, e barzhoniezh Homeros hag Hesiodos.(Daveoù a vank)
Pythagoras en em ginnige evel ur sofegour (eus sophia) hag Herodotos, pa zanevellas un diviz etre Kresus ha Solonos a implijas an termen en e ster gerdarzhel gweladenniñ meur a vro en ur brederouriañ.(Daveoù a vank)
Thoukidides a zegasas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon.(Daveoù a vank) Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero e oa bet Pythagoras an hini kentañ oc'h implij ar ger pa lavare : Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù en Olimpia pa zeu marc'hadourien evit kenwerzhañ, c'hoarierien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien anezho. (Daveoù a vank)
Heraklitos Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien vat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en he deroù.(Daveoù a vank) Platon a selle ouzh kelennoù, evel ouzh ar ventoniezh, ar sonerezh hag all, evel kammedoù kentañ war hent ar brederouriezh.

Istor ar brederouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellout ouzh ar pennad Istor ar brederouriezh

Prederouriezh ar C'hornôg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar C'hornôg

Prederouriezh ar Reter[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar Reter

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Hemon, 1993