Mont d’an endalc’had

Herodotos

Eus Wikipedia
Eilenn eus un delwenn eus Herodotos eus ar IVe kantved kt JK, palez Massimo alle Terme

Herodotos (e henc'hresianeg Ἡρόδοτος, Hêródotos[1]), bet ganet war-dro 484 pe 482 kent J.-K. en Halikarnassos (trevadenn c'hresian a oa war damani Kariaiz), zo anvet Bodrum hiziv an deiz (Turkia), marvet war-dro 425 kent J.-K. e Thourioi, a oa un istorour gresian. Lesanvet eo bet « Tad an Istor » gant Cicero (Al Lezennoù, I, 1), ha tad ar c'hazetennañ ; ouzhpenn se e seller outañ evel unan eus ar c'hentañ ergerzherien. Ar plaengomzour kentañ eo ivez a zo deuet e oberenn betek ennomp.

An oberenn nemeti a anavezomp diwar e zorn zo anvet An Istorioù, diwar an henc'hresianeg Ἱστορίαι, Historíai — da lavaret eo « enklaskoù, ergerzhadennoù », eus ἵστωρ, « an hini a oar, a anavez, pe an hini en-deus gwelet, an test (eus PIE *wid- gwelout (*widtor > histor) // οἶδα: da gentañ "gwelet em-eus", da c'houde "me a oar") ». Unan eus oberennoù hirañ an Henamzer ez eo. Disklêriañ a ra ar c'hentañ pennad :

Ἡροδότου Ἁλικαρνησσέος ἱστορίης ἀπόδεξις ἥδε, ὡς μήτε τὰ γενόμενα ἐξ ἀνθρώπων τῷ χρόνῳ ἐξίτηλα γένηται, μήτε ἔργα μεγάλα τε καὶ θωμαστά, τὰ μὲν Ἕλλησι τὰ δὲ βαρϐάροισι ἀποδεχθέντα, ἀκλεᾶ γένηται, τά τε ἄλλα καὶ δι' ἣν αἰτίην ἐπολέμησαν ἀλλήλοισι.

« Herodotos Halikarnassos a ziskouez amañ disoc'hoù e Enklask e doare ma ne vo ket kaset gant an amzer eñvor oberoù an dud veur hag evit ma ne vo ket disoñjet ar c'hurioù bras kaset da benn pe gant ar C'hresianed pe gant ar Varbared ; reiñ a ra ivez abegoù ar brezel a enebas an div bobl-se[2]. »

  1. Distaget amañ : [1]
  2. Menegoù eus an Henamzer (Aristoteles, Ploutarc'hos) a ro amañ "Herodotou Thouriou", Herodotos eus Thourioi : gwelit an embannadur burutellet gant Ph.-E. Legrand, Paris, 2010.