Marcus Tullius Cicero

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cicero)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Cicero

Marcus Tullius Cicero, ganet e 106 kent JK en Arpinum en Italia, ha drouklazhet e 43 kent JK e Formia, a oa ur politikour roman ha skrivagner latin. Keodedour roman e oa, deuet eus ar vourc'hizelezh italian, ha neuze, dre ma ne oa ket ganet e-touez an uhelidi ne oa ket galvet da vezañ politikour, ne oa ket troet gant an arme, evel e gempredidi Pompeius ha Caesar. Dre e stummadur retorikel, e studi war ar gwir, hag e ampartiz evel avokad e teuas da gaout harperien a-walc'h evit gallout tizhout barr ar c'hargoù en 63 ha bezañ konsul. En ur Republik gwallgaset gant taolioù ar filouterien e tizarbennas irienn Catilina dre nerzh e brezegoù.

Dic'houzouget e voe Cicero e-kichen e villa e Formia diwar urzh Marcus Antonius.