Rusia
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||||||
Kan broadel | гимн Российской Федерации (Gimn Rossiyskoy Federatsii) | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Rusianeg (ha yezhoù ar broadelezhioù e rannvroioù zo) | ||||||
Kêr-benn | Moskov | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
17 075 400 km² 0.5% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
143 420 309 (2005) 8.4/km² | ||||||
Prezidant | Vladimir Poutin (Владимир Путин) | ||||||
Kentañ ministr | Mic'hail Michoustin (Михаил Мишустин) | ||||||
Gouel broadel | 12 a viz Even | ||||||
Moneiz | Roubl (RUB) | ||||||
Kod pellgomz | 7 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .ru .su .рф |
Brasañ bro ar bed eo Rusia (pe Rusi[1]), ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskov eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.
War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia (an daou-mañ gant Oblast Kaliningrad), Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.
Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantel liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù dre ar munud : Istor Rusia
Kregiñ a ra istor Rusia e 862 pa eo savet Priñselezh Kiev gant ar Vikinged war tiriad a vremañ Bro-Ukraina, Bro-Velarus hag ul lodenn eus Rusia ar c'hôrnog. Andreiñ a ra Vladimir 1añ ouzh ar gristeniezh reizhkredenn e 988. Disrannañ a ra priñselezh Kiev tamm ha tamm abalamour da argadennoù pobloù kantreat ar stepennoù ha da gudennoù urvadur etre diskennidi Vladimir. Ur pempzek priñselezh bennak a zo savet, en o zouez hini Moskou e 1276. Aloubet int gant ar C'hKhan Batou, mab bihan Gengis Khan. Adunvanet int a-nebeudoù etre an XIIIvet hag an XVIvet kantved.
Kregiñ a ra tiernac'h ar Romanov e 1613. En em astenn a ra Rusia d'ar reter. Tizhet eo ar Meurvor Habask e 1640. Ergerzhet eo bro Strizh-mor Bering hag Alaska er bloavezhioù 1740.
War-lerc'h un dispac'h kentañ e 1905 e tarzh Dispac'h miz C'hwevrer e 1917 ha dont a ra Rusia da vezañ ur Republik. Krouet e Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel e 1922. Fontañ a ra an URSS e 1991. Krouet eo Kevread Rusia, Boris Yeltsin en e fenn. Adalek 2000 emañ ar prezidant Vladimir Poutin e penn ar jeu.
Gwelout ivez :
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur Republik kevreadel eo Bro-Rusia. Setu penaos eo aozet :
- Prezidant ar Stad : dilennet gant ar bobl evit 6 bloavezh, 2 wezh d’ar muiañ (Vladimir Poutin abaoe 2012, c'hoazh e oa bet etre 1999 ha 2008). Ret eo kaout tri c'hard eus mouezhioù an Douma evit digargañ anezhañ.
- Prezidant ar gouarnamant (Mic'hail Michoustin).
- Ar galloud lezennel emañ gant ar Vodadeg kevreadel a zo 2 gambr dezhi :
- An Douma : 450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloaz.
- Kuzul ar C’hevread : 178 dileuriad Sujidi ar C’hevread (strollegezhioù lec’hel).
E dilennadegoù diwezhañ an Douma e 2011 e oa aet ar plas kentañ da Rusia unanet, strollad prezidant Vladimir Poutin (238 sez). Aet e oa 92 sez gant Strollad komunour Kevredad Rusia, 64 gant Rusia reizh ha 56 gant Strollad Frankizour-Demokratel Rusia.
Rannoù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]83 elfenn gevreadel disheñvel a zo d’ar c’hevread :
- 21 republik (22 mar konter Republik Krimea destaget e miz Meurzh 2014, ar pezh n'eo ket degemeret gant broioù ar c'hornôg).
- 49 oblast (proviñs)
- 9 c'hrai (tiriad)
- 4 okroug emren (distrig)
- 1 oblast emren (Oblast Emren Yuzev)
- 2 gêr gevreadel (Moskov ha Sankt Peterbourg)
Pep elfenn gevreadel (pe sujed kevreadel) a zo bodet e-barzh seizh distrig kevreadel. An distrigoù-se n'eus ket anezho rannoù broadel met rannoù melestradurel hepken.
Kêrioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù pennañ Kevread Rusia | |||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
renk | Anv | Rann | Poblañs | renk | Anv | Rann | Poblañs | ||||
1 | Moskov | Moskov | 12 000 000 | 11 | Oufa | Republik Bachqortostan | 1 042 437 | ||||
2 | Sankt-Peterbourg | Sankt-Peterbourg | 5 028 000 | 12 | Volgograd | Oblast Volgograd | 1 011 417 | ||||
3 | Novosibirsk | Oblast Novosibirsk | 1 425 508 | 13 | Perm | Kray Perm | 1 001 653 | ||||
4 | Nijniy Novgorod | Oblast Nijniy Novgorod | 1 311 252 | 14 | Krasnoyarsk | Kray Krasnoyarsk | 909 341 | ||||
5 | Yekaterinbourg | Oblast Sverdlovsk | 1 293 537 | 15 | Saratov | Oblast Saratov | 873 055 | ||||
6 | Samara | Samara | 1 157 880 | 16 | Voronej | Oblast Voronej | 848 752 | ||||
7 | Omsk | Oblast Omsk | 1 134 016 | 17 | Tolyatti | Oblast Samara | 702 879 | ||||
8 | Qazan | Republik Tatarstan | 1 105 289 | 18 | Krasnodar | Kray Krasnodar | 646 175 | ||||
9 | Tchelyabinsk | Oblast Tchelyabinsk | 1 077 174 | 19 | Oulyanovsk | Oblast Oulyanovsk | 635 947 | ||||
10 | Rostov-an-Don | Oblast Rostov | 1 068 267 | 20 | Ij | Republik Oudmourtia | 632 140 | ||||
Niveridigezh 2012 |
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro vrasañ ar bed eo Rusia, dirak Kanada. En em ledanañ a ra eus reter Europa betek norzh Azia. Derc'hañ a ra a-getep 25,3 % ha 74,7 % eus he ziriad. Dispati eo eus Norzhamerika gant strizh-mor Bering.
Dindan un hin kevandirel emañ lodenn vrasañ an tiriad. Plaenennoù ec'hon eo dreist-holl, stepennoù er su, koadeier er norzh hag an toundra a-hed aodoù ar Meurvor Arktel. Aradennadoù menezioù zo ivez : an Oural, ar C'hoakaz, an Altay, ar Sayan eo ar re bennañ. Menezioù-tan zo e Ledenez Kamtchatka, war aodoù ar Meurvor Habask.
An Don, ar Volga (stêr brasañ Europa, 3350 km, 1,4 milion a km²) ha stêrioù bras Siberia : an Ob (5 410 km, 2,99 milion a km²), an Yenisey (5 940 km, 2,58 milion a km²), al Lena (4 337 km, 2,49 milion a km²), an Amour (4 440 km, 1,85 milion a km²) hag ar c'hKolyma eo ar stêrioù brasañ.
Novaya Zemlya, Inizi Franz-Josef hag Inizi Sibiria-Nevez eo an enezegoù pennañ er Meurvor Arktek, hag an enezenn Sac'halin hag an Inizi Kouril er Meurvor Habask.
Al Lenn Baikal a zo ennañ 20% eus miradoù dour dous ar blanedenn.
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un ekonomiezh varc'had eo deuet da vezañ goude bezañ diskaret ar renad soviedel. Mengleuzioù pinvidik-tre a zo, met start e vez tennañ gounit anezho abalamour d’an hin.
- PDK : 309,95 miliard $ (2002)
- Dasparzh ar PDK : Gennad kentañ – 7%, Eil – 37%, Trede – 56%
- Dle publik : 22,2% eus ar PDK (2002)
- Poblañs : 143,4 milion (73% anezho o vevañ e kêrioù)
- Oad : 70,4% etre 15 et 64 ans
- PDK/annezad : 1 750 $ (2002)
- Feur dilabour : 7,7% (2002)
- Poblañs dindan feur ar baourentez : 15% (2002)
- Kresk :
- Feur ar c’hresk : 6,4% (2002)
- Eskemmoù kenwerzhel :
- Lu:
- 988 000 soudard, etre 2 hag 20 milion adarmead
- Budjed : 8300 millon $
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]81% eus ar boblañs a zo Rusianed etnek. 160 strollad kenelel all a zo.
Digreskiñ a reas ar boblañs goude fin an URSS. Krog eo da greskiñ endro adalek ar bloavezhioù 2010.
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez mellad 68 ar vonreizh eo ar rusianeg yezh ofisiel Kevread Rusia. Kalz yezh a zo ur statud ofisiel ganto avat. Gallout a ra pep Republik kaout he yezh pe yezhoù ofisiel.
Div yezh a vez komzet alies gant an dud n'int ket eus ar genel rusian (da skouer rusianeg ha tatareg, oudmourteg, yakouteg pe armenieg).
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar re uhelañ eo ar feur alfabetekaat : 100 % (2003–2008).
Etre 2003 ha 2008 e oa 96% ar feur skoliata kriz evit paotred ha merc'hed, ha 91% ar feur rik. En eil derez e oa 85% eus ar baotred ha 83% eus ar merc'hed ar feur skoliata. 21% eus ar vugale skoliataet a c'halle mont war ar Genrouedad er skol e 2007. Mammenn : Unicef (Deskadurezh; Meneger Diazez)
Digoust eo ar skol hag ar skol-veur, skrivet eo ar gwir-mañ ar Vonreizh zoken. Dibabet e vez ar studierien er skolioù-meur dre kenstrivadegoù avat. Skolioù prevez a c'hall koust kalz ivez. Gant Rusia emañ ar feur tud diplomet en Deskadurezh Uhel an hini uhelañ er bed : 54%. Dre e vez lakaet gant an Deskadurezh ar pouez war ar skiant hag an teknologiezh eo Rusia barrek war ar vezegiezh, ar matematikoù, ar skiantoù hag an imbourc'h aeregor.
Skol-Veur Stad Moskou ha Skol-Veur Stad Sant-Petersbourc'h eo ar skolioù-meur koshañ er vro. Skolioù-meur kevreadel all a zo avat.
Relijionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ortodoksed : 55%
- Muzulmaned : 15%
- Yuzevien : 3%
- Protestanted : 8%
- Katoliked : 1%
- Bouddhisted : 1%
Sport
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mell-droad eo ar sport karetañ e Rusia. Skipailh broadel URSS a oa bet ar c'hentañ skipailh o kaout ar maout e kentañ kib mall-droad Europa.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ru) Douma – Lec’hienn ofisiel eil kambr ar Parlamant
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet : Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud dibar : Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel.3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.
Armenia • Azerbaidjan • Belarus • Kazac'hstan • Kirgizstan • Moldova • Ouzbekistan • Rusia • Tadjikistan
Stad kevreet: Turkmenistan
Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|
Izili Kuzul Surentez ABU |
||
---|---|---|
Izili hollbadus | ||
Kefridi 2016-2017 | ||
Kefridi 2015-2016 | ||
2021–2022 | ||
2022–2023 |