Yekaterinbourg

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Yekaterinbourg (Екатеринбу́рг e ruseg), bet anvet Sverdlovsk etre 1924 ha 1991, zo ur gêr e Rusia, kêr-benn an Oural. Gant 1 544 376 a annezidi (niveridigezh 2021), ez eus anezhi pevare pobletañ kêr Rusia.
Liammet eo anv Yekaterinbourg ouzh daou eus renerien Rusia : he frezidant kentañ Boris Yeltsin (bevet en doa eno adalek 1950 betek 1985) hag hec'h impalaer diwezhañ Nikolaz II (bet fuzuilhet eno e 1918 gant ar volcheviked, eñ hag e familh).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet e oa bet Yekaterinbourg e 1723 diwar urzh an impalaer Pêr Iañ, lesanvet "Pêr Veur". Dont a ra anv kêr eus anv Santez Katell ("Yekaterina" a vez graet anezhi e ruseg), rak Katell Iañ e oa anv gwreg Pêr Iañ er mare-se.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Plzeň ha Most,
Republik Tchek
- Wuppertal, Nordrhein-Westfalen,
Alamagn, abaoe 1993
- San Jose,
Kalifornia,
Stadoù-Unanet, abaoe 1992
- Guangzhou,
Sina, abaoe 2002
- Genova ha Ferentino,
Italia
- Incheon,
Republik Korea
- Kanpur, Uttar Pradesh,
India