Katelin I

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Katelin I, tsarez Rusia.

Katelin Gentañ, pe Katelin I, pe Ekaterina I Alexeyevna (Екатерина I Алексеевна e ruseg), ganet Martha Elena Scowronska, pe Marta Elena Skavronska e latveg ha diwezhatoc'h Marfa Samuilovna Skavronskaya, a oa ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1684 en Livonia ha marvet d'ar 17 a viz Mae 1727, a zimezas d'an tsar Pêr Veur e 1707, a voe kenimpalaerez gant he fried adal 1724 betek e varv, er bloaz war-lerc'h, hag impalaerez hec'h-unan adal 1725 betek he marv, daou vloaz goude, e 1727.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A ouenn izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dihelloù diwar-benn he yaouankiz n'eus ket. Krediñ a reer e oa ganet e Ringen, e dugelezh Livonia (1629–1721), a zo bremañ en Estonia. Martha Skavronska e oa hec'h anv, merc'h e oa da Samuil Scowronski, anvet goude Samuil Skavronsky, ur c'houer a dlee bezañ katolik, intañvet, ha d'e wreg Dorothea Hann. Hervez lod e oa Elisabeth Moritz hec'h anv, dimezet e Jakobstadt e 1680.

Paour e oa he zud. Lavaret ez eus bet e oant served, tec'het diouzh douaroù o mestr. Hervez tud zo e oa touller-bezioù he zad. Mervel a reas he zud gant ar vosenn war-dro 1684/5, ma chomas o femp bugel emzivaded. Katelin a gavas bod e ti ur voereb hag a roas anezhi da skoliata da Ernst Glück, ar pastor luteriat a droas ar Bibl e latveg, en Marienburg. Eno e voe matezh, ha ne voe ket desket dezhi lenn zoken. A-hed he buhez e chomas dilizherennek.

Ur plac'h kenedek e oa, hag aon he doa Frau Glück he dije sachet Martha evezh he mab.

D'he 17 vloaz e voe dimezet d'un dragon svedat, Johan Cruse pe Johann Rabbe, hag eizhtez e chomas gantañ en 1702, rak neuze e voe tennet ar soudarded svedat eus kêr Marienburg.

Kemeret e voe kêr Marienbourg gant ar Rused, ha setu prizoniet Martha yaouank. Evit ar Pastor Glück a ginnigas labourat evit ar rused ha kaset voe da Voskou da jubennour evit ar Field Marshal Boris Sheremetev.

Evit Martha, ken kaer e oa ma plijas d'ar priñs Alexandre Menchikov ha goude d'an tsar Pêr Veur e-unan. Istorio (disol) zo bet kontet diwar he fenn : labouret he dije Martha evel kannerez evit ar rejimant rus, kinniget e vije bet en he dilhad dindan d'ar Brigadier General Adolf Rudolf Bauer da vezañ serc'h dezhañ. She definitely worked in the household of his superior, the Field Marshal Sheremetev. N'ouzer ket pe e vatezh pe e serc'h e oa.

Neuze e voe kemeret e-touez mevelien ar Priñs Aleksandr Menshikov, gwellañ mignon an Tsar Pêr Veur. Marteze e voe prenet gantañ. Marteze e oant serc'hed, se n'eo ket sklaer, rak Menshikov en devo prometet kemer dorn Darya Arsenyeva, danvez e wreg. It is clear that Menshikov and Martha formed a lifetime alliance, and it is possible that Menshikov who was quite jealous of Peter's attentions and knew his tastes, wanted to procure a mistress on whom he could rely.

Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1711 ez eas da-heul an tsar a oa o vont da vrezeliñ ouzh an Durked; eno , pa voe sac'het pêr war lez ar stêr Prout e varc'hatas gant an enebourien evit m'o lezfent da zisac'hañ en ur reiñ mein prizius d'ar vizir meur.

Dimeziñ dezhi a reas an tsar goude bet meur a vugel diganti. En 1724 e voe kurunennet impalaerez. Goude marv an tsar e 1725 e voe anavezet evel impalaerez kement Rusia zo, hag e lezas Menchikov da ren ar vro.


Bezet a vezo, e 1703, pa oa aet da ober ur gwel da Menshikov en e di, en em gavas Pêr gant Martha, and shortly after, he took her as his own mistress. In 1705, she converted to Orthodoxy and changed her name to Yekaterina Alexeyevna. She and Darya accompanied Peter and Menshikov on their military excursions.

Eured ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ e kuzh a reas Pêr Iañ ha Katelin en 1707. Seizh bugel o doe, ha div verc'h a chomas bev  : Anna (1708) hag Yelizaveta (1709).

Mervel a eure daou vloaz goude he gwaz, da 43 bloaz, e St. Petersburg, ha beziet e voe e kreñvlec'h Sant pêr ha sant paol. He bout a ouenn izel a voe dalc'het kuzh gant an tsared e-pad pell evel ur sekred-stad.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En he raok
Pêr I
Impalaerez Rusia
17251727
War he lerc'h
Pêr II