Mont d’an endalc’had

Republikoù Rusia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Republik Rusia)

Republikoù Rusia a zo sujidi a-ziforc'h e-touez 85 sujed Kevread Rusia. Pep a vonreizh o deus, ur "prezidant", ur parlamant, ha — sañset — e c'halljent disrannañ diouzh ar c'hevread. Ne veront ket o folitikerezh estren. Dre vras e vez roet statud ur republik d'un tiriad ma vez ur vinorelezh. Droad o deus da zibab o yezhoù ofisiel e-kichen ar rusianeg.

Gant o bonreizh eo resisaet petra eo anv o rener. El lodenn vrasañ anezho eo ar "Glava" (Глава e rusianeg, ar penn), e Tatarstan avat eo anvet prezidant (Президент e rusianeg). D'ur gouarnamant pe ur c'huzul ar vinistred emañ ar galloud seveniñ, ha d'ur Parlamant pe ur Vodadenn vroadel emañ ar galloud lezenniñ, evel m'emañ en holl sujidi kevreadel Rusia.

Kas a ra pep Republik, evel pep sujed kevreadel Rusia, daou zileuriet da Guzul ar C'hevread, kambr uhel ar vro.

Betek 2014 e oa 21 Republik. D'ar 14 a viz Meurzh 2014 e oa bet ebarzhet Republik Krimea ivez, met kement-mañ n'eo ket degemeret gant ar pep brasañ eus ar gumuniezh etrebroadel.


1. Adigea
2. Altay
3. Bachqortostan
4. Bouryatia
5. Dagestan
6. Ingouchetia
7. Kabardino-Balkaria

8. Kalmoukia
9. Karatchay-Tcherkesia
10. Karelia
11. Republik ar Gomied
12. Mariy El
13. Mordovia
14. Sac'ha

15. Norzhosetia-Alania
16. Tatarstan
17. Touva
18. Oudmourtia
19. C'hakasia
20. Tchetchenia
21. Tchouvachia