Mont d’an endalc’had

Sac'ha

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ Sac'ha e Kevread Rusia

Republik Sac'ha (e yakouteg: Саха Өрөспүүбүлүкэтэ, Sac'ha Öröspübülükete; e rusianeg: Республика Саха, Respoublika Sac'ha), anavezet ivez gant an anv Yakoutia (rusianeg: Якутия, Yakoutiya) a zo unan eus Republikoù Kevread Rusia. E biz Sibiria emañ lec'hiet. Yakoutsk eo ar gêr-benn. Gant 3 083 523 km² ez eus anezhi an unvez velestradurel vrasañ eus ar bed hag an eizhvet tiriad brasañ eus ar bed (brasoc'h eget Arc'hantina da skouer). Daoust da se n'eus nemet en tu-mañ da 1 milion a dud o vevañ enni, abalamour d'ar garv m'eo an hin dre eno. An hanter eus ar boblañs (49,9%) a zo Yakouted, ur bobl durkek, 37,5% a zo Rusianed (hervez niveradeg 2010).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.