Moskov

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Moskov

Москва


kan ar gêr : Moya Moskva (Ma Moskov) Moscow in Russia (special marker).svg

Skoed Coat of Arms of Moscow.svg
Banniel Flag of Moscow.svg
Riez Flag of Russia.svg Rusia
Maer Sergey Sobyanin
Rannvro armerzhel Kreiz
Bann kevredel Kreiz
Soubiekt Moskva
Led 55° 45' .." Norzh
Hed 37° 37' .." Reter
Gorread 1 081 km²
Poblañs 14 744 150 (2008)
Stankter 13 639 a./km²
Kod pellgomz 007 495
007 499
Kod post 101000
129999

Moskov (Москва, Moskva e rusianeg) eo kêr-benn Kevread Rusia. E lodenn europeat Rusia emañ, war ribl ar stêr Moskva. Brasañ kêr ar vro eo gant 11,5 milion a annezidi hervez an niveradeg graet e 2010 (tro-dro 15 milion en tolead kêr). Brasjedet eo da dro-dro 12.2 milion a dud e 2015.

Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en istor Rusia. Bez' eo bet kêr-benn Priñselezh Veur Moskou ha hini Impalaeriezh Rusia betek Pêr Vras a lakaas Sant-Petersbourg da vezañ ar gêr-benn nevez. Kêr-benn e teuas da vezañ en-dro e 1918 gant ar republik sokialour soviedel yaouank ha goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.

Statud ur gêr gevreadel zo ganti. E-barzh Oblast Moskov emañ daoust da vezañ dizalc'h dioutañ war an dachenn velestradurel. Enni emañ staliet ar galloud politikel, ekonomikel ha skolveuriek. Meur a savadur brudet a ziskouez kement-se, lod anezho war roll lec'hiadoù ar glad bedel eus an Unesco : ar C'hremlin e lec'h emañ prezidant Rusia, Iliz-Veur Sant-Bazil, ar blasenn ruz, Iliz-Veur Krist ar Salver, skraberioù-oabl Stalin. Div gambr Parlamant Rusia a zo ivez : an Douma ha Kuzul ar C'hevread. Manati Danilov eo sez Iliz ortodoks Rusia.

Anv ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Москва, distaget "maskva" gant ar rusianegerien, a zo un anv a zeu eus stêr Moskva. гра́д Моско́в a dalv kement hag "ar gêr war ribl stêr Moskva" e rusianeg kozh. Meneget e voe Moskov evit ar wech kentañ e 1147 gant Youri Dolgoroukiy en e lizher d'ar priñs a Novgorod-Severski, o gervel anezhañ "da zont da welout ac'hanon, breur, e Moskov"[1]. москвич (maskvitch) a vez graet eus hec'h annezidi e rusianeg. Gant "Moskoviz" e reer e brezhoneg[2].

An anv e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moskov[3] eo e stumm ofisiel, daoust da lod eus ar vrezhonegerien oc'h ober gant Moskou. Jarl Priel, en e oberenn Va Buhez e Rusia, a ra gant Moskov.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1156 e kourc'hemennas priñs Youri Dolgoroukiy a Rostov da sevel ur voger goat, ar C'hremlin, hag a oa ret adsevel meur a wech evit gwareziñ ar gêr war eskoriñ[4]. Goude bezañ bet dizalbadet ha peurzevet ar gêr ha bet lazhet he annezidi gant ar Vongoled e 1237–1238 e voe adsavet Moskou hag a zeuas da vezañ kêr-benn priñselezh Vladimir-Souzdal e 1327[5]. En argrec'h d'ar stêr Volga emañ ar gêr, ar pezh a gendaolas d'he c'hresk ingal. Dont a reas da vezañ Dukelezh Veur Moskov, ur briñselezh vleunius a sachas kalz tud eus Bro-Rusia a-bezh.

Gant Ivan Iañ Kalita e kemero ar gêr plas Tver evel kreizenn bolitikel Vladimir-Souzdal ha dastumer tailhoù evit an Impalaeriezh Vongol. O paeañ un truaj bras d'ar c'hKhan e c'houn Ivan ur goulezad bras : n'eo ket rannet Moskov etre e vibien met laeset d'an hini henañ, er c'hontrol d'ar priñselezhioù all. Kreskiñ a ra an enebiezh ouzh ar vestroni estren. E 1380 emañ priñs Dimitri Donskoi a Voscov e penn ul lu rusian unanet ha trec'h eo war an Datared e emgann Koulikovo. The battle, however, was not decisive and only two years later Moscow was sacked by khan Tokhtamysh. Ivan III, in 1480, finally broke the Russian people free from Tatar control, allowing Moscow to become the center of power in Russia.[6] Under Ivan III the city became the capital of an empire that would eventually encompass all of present-day Russia and other lands.

An hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un hinad kevandirel gleb eo hini Moskov. Tomm ha gleb eo an hañv, yen ha hir eo ar goañv. Gallout a ra sevel ha diskenn ar gwrezverk eus 15 °C da 30 °C en hañv hag eus -25 °C da zreist 0 °C er goañv. E-pad an amzer c'hor en hañv 2010 e oa bet tizhet ar rekord a 39 °C d'an 29 a viz Gouere e kreiz-kêr hag e aerborzh Domodedovo. Ar rekord a yenijenn a oa bet tizhet e miz Genver 1940 gant -42.2 °C. Erc'h a vez e-pad etre tri ha pemp mizvezh bep bloaz. Kregiñ a ra da gouezhañ e miz Du, ha teuziñ a ra e fin miz Meurzh. Miz Gouere eo ar miz tommañ, e fin miz Genver/miz C'hwevrer e vez kavet ar mareadoù yenañ.

Ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an niveradeg e 2010 ez eus 11,503,501 annezad e Moskov. Setu dasparzh an orinoù :

  • Rusianed: 9,930,410 (91.65%)
  • Ukrainaned 154,104 (1.42%)
  • Tatared: 149,043 (1.38%)
  • Armenianed: 106,466 (0.98%)
  • Azeried: 57,123 (0.5%)
  • Yuzevien: 53,142 (0.49%)
  • Belarusianed: 39,225 (0.4%)
  • Jorjianed: 38,934 (0.4%)
  • Ouzbeked: 35,595 (0.3%)
  • Tadjiked: 27,280 (0.2%)
  • Moldovaned: 21,699 (0.2%)
  • Mordvined: 17,095 (0.2%)
  • Tchetchened: 14,524 (0.1%)
  • Tchouvached: 14,313 (0.1%)
  • Osetianed: 11,311 (0.1%)
  • Re all: 164,825 (1.6%)
  • 668,409 den ne c'hall ket embann broadelezh ebet.

Se zo evit an annezidi bad, met 1.8 milion annezad berrbad a zo hag a zo tud pedet en un doare ofisiel gant annezidi bad. Annezidi anofisiel a zo ivez, dreist-holl genidik eus Kreiz-Azia. Tro-dro 1 milion int.

2012
  • Ganedigezhioù: 134 653 (11.3 war 1000)
  • Marvioù: 117 489 (9.9 war 1000) [7]
  • Feur gouennañ: 1.38

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar relijion ortodoks eo an hini pennañ er gêr. Relijionoù all a vez graet gant an Voskoviz : an Islam, ar Rodnoveri, ar Protestantiezh, ar Gatoligiezh, an Ortodoksed krederien-kozh, ar Boudaegezh hag ar Yuzevegezh.

Kêr-benn Iliz Ortodoks Rusia eo Moskov. Patriark Moskov eo an hini emañ e penn anezhi. E manati Danilov emañ o chom.

Sevenadur hag an arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo C'hoariva Bolchoi dre ar bed evit e arvestoù barrez. Ret eo menegiñ ivez Choariva Malyi, hini Vakhtangov ha C'hoariva Arz Moskov. Sirkoù a zo ivez, hag ur bern sinemaoù. E-touez ar mirdioù brudetañ emañ Diskouezva Tretyakov, Mirdi Arzoù-kaer Pouchkin ha Mirdi Istor ar Stad.

Treuzdougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennaoueg eus Moskov (Москва)

Pevar aerborzh etrevroadel en deus Moskov (Sheremetyevo (SVO), Domodedovo (DME), Vnukovo (VKO), Ostafyevo (OSF)) hag un aerborzh broadel nemetken : Bykovo.

Nav zi-gar meur en deus (vokzals e rusianeg) :

Ganto e c'haller mont da galz kornioù eus Europa hag Azia, da skouer gant an Treuzsiberian holl-vrudet. Tout an tiez-gar-mañ zo tost ouzh ar c'hreiz-kêr ha kenereet gant linenn 5 ar metro, kelc'hiek he strumm. An bannlev (prigorodnij) ha kêrioù tost a zo kenereet gant an tren tredan anvet elektrichka. Tiez-gar bihanoc'h a zo ivez.

Daou dermenva en deus Moskou war ribl ar stêrioù Moskva ha Oka, evit an dudi dreist-holl. Ur ganol a ya betek ar stêr Volga.

Digoret e voe linenn gentañ Metro Moskov e 1935. Bremañ eo ur rouedad a 188 arsavlec'h. Unan eus donañ ha brasañ metroioù ar bed eo, implijet gant tro-dro 10 milion a dud bemdez. Anavezet e vez evel unan eus arouezioù ar gêr abalamour d'e ginklerezh pinvidik ha liesseurt.

Ur rouedad stank busoù, trollebusoù ha trammgirri en deus ivez, mui un tren unroudenn zoken. Beloioù emservij anvet Velobike a zo kinniget d'ar Voskoviz abaoe 2013.

Ouzhpenn 2.6 milion a girri a vez e kêr bemdez. Mell stankadegoù a gaver er bloavezhioù diwezhañ. Ur bern taksioù a zo ivez. Cheñchet en deus kalz ar servij-mañ er bloavezhioù diwezhañ abalamour d'an arloadoù implijet gant an dud war o hezoug : Yandex Taxi, Uber...

Gevelerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Europa

Amerika

Azia

Afrika

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Comins-Richmond, Walter. The History of Moscow. Occidental College. Kavet d'an 2006-07-03.
  2. Vallée (F.), Grand dictionnaire français-breton, p. 481b.
  3. Geriadur brezhoneg, An Here, 2001, p. 1432, ISBN 978-2-86843-236-0.
  4. Russia Engages the World: The Building of the Kremlin, 1156–1516. The New York Public Library. Kavet d'an 3 a viz Gouere 2006.
  5. Along the Moscow Golden Ring (PDF). Moscow, Kreizenn Kelaouiñ d'an Douristed. Diellet e the original on 23 a viz Gouere 2006. Kavet d'an 5 a viz Gouere 2006.
  6. Vogel, Michael. The Mongol Connection: Mongol Influences on the Development of Moscow. Indiana University South Bend. Diellet e the original on January 7, 2006. Kavet d'an July 3, 2006.
  7. http://www.gks.ru/free_doc/2012/demo/edn12-12.htm

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.