Novaya Zemlya
Neuz
Novaya Zemlya (ruseg: Но́вая Земля́, distagadur LFE: [ˈnovəjə zʲɪmˈlʲa], ar pezh a dalvez “Douar Nevez”) zo un enezeg e Meurvor Arktika, e hanternoz Rusia ha biz Europa, hag a ra an disparti etre Mor Barents ha Mor Kara. 90 650 km² eo he gorread, da lâret eo kement ha hini Portugal. An div enezenn bennañ zo dispartiet gant strizh-mor Matochkin.
Hervez niveradeg 2011 e oa 2 429 annezad e Novaya Zemlya, 1 972 anezhe o chom e Belouchya Gouba, ar greizenn velestradurel. A-raok bezañ dilec'hiet d'an douar bras er bloavezhioù 1950 e oa ur boblañs Nenets o chom en enezeg.
D'an 30 a viz Here 1961 e voe lakaet da darzhañ ar vombezenn nukleel anvet Tsar Bomba a-us an enezeg.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div enezenn bennañ a zo:
- Enez Severniy (Се́верный о́стров e rusianeg, ar pezh a dalvez "enez an norzh")
- Enez Youjniy (Ю́жный о́стров, "enez ar su")