Togo
''République Togolaise'' Republik Togoat | |||||
| |||||
Ger-stur : "Travail, Liberté, Patrie" (galleg) "Labour, Frankiz, Mammvro" | |||||
Kan broadel: Salut à toi, pays de nos aïeux (galleg) "Salud dit, bro hon tadoù" | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Lomé | ||||
Yezh(où) ofisiel | galleg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Faure Gnassingbé | ||||
- Kentañ ministr | Victoire Tomegah Dogbé | ||||
dizalc'hded | |||||
- diwar Frañs | 27 Ebrel 1960 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 56.785 km² (125vet) | ||||
- Dour (%) | 4,2 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2005 | 6,1 milion () | ||||
- Stankter | 108/km² (93) | ||||
PDK (PGP) | 2005 (istimadur) | ||||
- Hollad | $8,945 miliard (144vet) | ||||
- Keidenn | $1 700 (193) | ||||
FDD (2004) | ▼ 0,495 (izel) (147vet) | ||||
Moneiz | Franc CFA (XOF )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+0) | ||||
Kod kenrouedad | .tg | ||||
Kod pellgomz | +228 |
Togo, anvet Republik Togoat ent-ofisiel, zo ur stad vihan eus kornôg Afrika, etre Ghana er c’hornôg, Benin er reter ha Burkina Faso en hanternoz. Eus tu ar c’hreisteiz e sko war Pleg-mor Ginea. War an aod emañ ar gêr-benn, Lomé. Unan eus stadoù bihanañ Afrika eo Togo, p’en em astenn war 56 785 km² (550 km a hed eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz, ha 130 km a led d’ar muiañ).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok ma voe trevadennet aod Pleg-mor Ginea gant Europiz (Alamaned, Gallaoued, Saozon), en XIXvet kantved, e oa meur a bobl o vevañ er pezh zo bremañ Togo, evel an Eweed, a veve ivez e Nigeria ha Benin. Lod eus ar pobloù-se a stagas d’ober kenwerzh ar sklaved gant Europiz, er XVIvet kantved. An danvez-sklaved a veze tapet en argoad, e-mesk pobloù all, ha degaset d’an arvor. Savet e voe kreñvlec’hioù gant Europiz war an aod, lesanvet Aod ar Sklaved, evel Elmina (e Ghana) hag Ouidah (e Benin). E-pad daou-c’hant vloaz e voe graet ar c’henwerzh-se.
Lakaat a reas an Alamaned o c’hraban war aod Togo, e 1884 ha, tamm-ha-tamm, e astennjont o beli en douaroù. Togoland a voe graet eus an drevadenn alaman-se, unan eus ar re binvidikañ e-touez trevadennoù an Impalaeriezh alaman.
E 1914 e voe aloubet Togoland gant armeoù Bro-C’hall ha Breizh-Veur ha rankout a reas ar soudarded alaman kodianañ ganto d’ar 26 a viz Eost 1914. E 1916 e voe rannet Togoland e div lodenn : an eil, er reter, a oa melestret gant ar C’hallaoued hag eben, er c’hornôg, gant ar Saozon. Hag evel-se e chomas goude ar Brezel-bed kentañ, diwar ziviz Kevredigezh ar Broadoù. Goude an Eil brezel-bed e kendalc’has ar vro da vezañ melestret evel-se. Kornôg Togoland a voe unanet gant trevadenn saoz Aod an Aour (Ghana hiziv) hag asantet e voe da gement-se gant an annezidi e miz Kerzu 1956.
Lodenn reter Togoland a zeuas e 1955 da vezañ ur republik emren e diabarzh an Unaniezh c’hall. D’ar 27 a viz Ebrel 1960 e teuas da vezañ ur stad dizalc’h diouzh Bro-C’hall, dindan an anv Togo.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 5,4 milion a annezidi a oa e 2006. 84,5 annezad/km² eo stankter ar boblañs. Lomé, ar gêr-benn, Sokodé (49.000 a annezidi), Palimé (28.000) hag Atakpamé (27.000) eo ar c’hêrioù brasañ.
Ar galleg eo ar yezh ofisiel ; meur a yezh all a gaozeer er vro. Gant war-dro 40 pobl disheñvel eo annezet ar vro ; e-touez ar re vrasañ e c’haller menegiñ an Eweed (46 % eus poblañs Togo) er c’hreisteiz hag ar bobl kabiye (22 %) en hanternoz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
|
---|---|
Izili | Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet. |
Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|