Pleg-mor Ginea
- Evit sterioù all ar ger Ginea, gwelet amañ.
Pleg-mor Ginea zo ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel, er c’hornôg da Afrika.
Eno en em groaz hedredenn Greenwich (an hedredenn 0) hag ar c’heheder (ledredenn 0). Bevennet eo ar pleg-mor, e tu an donvor, gant ul linenn a ya eus beg Palmas e Liberia da veg Lopez e Gabon, well-wazh. En-dro dezhañ e kaver Aod an Olifant, Ghana, Togo, Benin, Nigeria, Kameroun, Ginea ar C'heheder ha Gabon, hag en e greiz São Tomé ha Príncipe hag inizi Ginea ar C'heheder (Bioko hag Annobón).
E-touez ar stêrioù en em daol e pleg-mor Ginea e c’haller menegiñ an div vrasañ anezho : an Niger hag ar Volta. Daou vae bras zo : Bae Benin ha Bae Bonny (pe Pleg-mor Biafra), rannet gant delta ar stêr Niger.
Dont a ra anv ar pleg-mor eus an anv a veze roet gwechall, e yezhoù Europa, d’ar broioù zo a-hed an aod : Ginea Uhel a veze graet eus an douaroù en norzh d’ar pleg-mor ha Ginea Izel eus ar re er reter. Chom a ra roudoù eus kement-se en anvioù stadoù zo : Ginea, Ginea-Bissau ha Ginea ar C'heheder.
Pleg-mor Ginea a gaver forzhik tireoul en e zonder, evel ma kaver ivez e delta ar stêr Kongo pelloc’h er su.