Niger (stêr)
- Evit Bro-Niger, gwelit ar pennad Niger.
Evit sterioù all ar ger Niger, gwelit ar pennad Niger (disheñvelout).
ha diazad he dourioù
Ar stêr Niger eo stêr vrasañ kornôg Afrika, hag an trede stêr hirañ er c'hevandir : 4 183 km eo he hed.
Emañ eien an Niger e menezioù Ginea, e-kichen an harzoù gant Sierra Leone. Goude-se e red e zourioù war-zu ar biz, dre Vali, hag ar gevred goude-se dre Niger ha Nigeria. En em deurel a ra ar stêr er mor e Pleg-mor Ginea dre un delta ec'hon, ha meur a vrec'h zo dezhi neuze.
Roet en deus e anv da ziv stad : Niger ha Nigeria. Tremen a ra ar stêr dre veur a gêr vras : Bamako ha Timbuktu (Tombouctou) e Mali, Niamey e Niger, hag Onitsha e Nigeria.