Delta (stêr)

Eus Wikipedia

Delta ur stêr zo un dachenn douar etre penn ar stêr-se hag ar mor (pe ul lenn) m’eo rannet dourioù ar stêr etre meur a vrec’h. Un dachenn blat eo hag abalamour da se n’eus ket kalz a gas gant an dour. Chom a ra lec’hid ha meinadoù all da ouelezenniñ e naoz an aber ha rankout a ra an dour neuze kavout hentoù all da vont betek ar mor.

Dont a ra an anv eus hini al lizherenn c’hresianek delta, abalamour ma vez stumm un tric'horn gant al lizherenn-se, pa vez skrivet bras. Implijet e voe an anv delta, da gentañ, evit ober anv eus genoù an Nil, a oa ar stumm-se gantañ.

Un nebeud deltaoù bras (gant o gorread) :

Stêr Bro Gorread
Ganga-Brahmapoutra Bangladesh 59 600 km²
Mekong Vietnam 50 000 km²
Niger Nigeria 36 300 km²
Volga Rusia 27 224 km²
Mississippi Stadoù Unanet 26 200 km²
Lena Rusia 25 900 km²
Orinoko Venezuela 24 600 km²
Nil Ejipt 20 200 km²
Danav Roumania 4 152 km²

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.