Ganga
Evit implijoù all, gwelet Ganga (disheñvelout).
| ||||
---|---|---|---|---|
Statud | stêr | |||
Hirder | 2510 km | |||
Uhelder an eienenn | etre 7800 m ha 6600 m | |||
Kas keitat | 14.270 m³/s | |||
Gorread an diazad | 2.165.000 km² | |||
Bro(ioù) douret | India, Bangladesh | |||
Diazad stêrioù |
? | |||
En em daol e | Pleg-mor Bengal | |||
Ledander er genoù | ? | |||
Andon | kember ar Bhagirathi hag ar Alaknanda | |||
Adstêrioù | ||||
stêr - hidrologiezh |
Ar stêr Ganga zo ur stêr vras en hanternoz India, hag ur stêr sakr evit an Hindoued.
Emañ an eien anezhi er skorneg Gangotri, er menezioù Himalaya. E gwirionew ne reer Ganga nemet eus ar stêr a zeu diwar kengej ar stêrioù Bhagirathi hag Alaknanda, e-kichen Deoprayag. En em deurel a ra ar Ganga e Pleg-mor Bengal, dre veur a vrec’h. Unan anezho eo ar stêr Hugli, e-kichen Kolkata ; unan all eo ar Padma, ur stêr eus Bangladesh. Korn-bro delta ar Ganga, war aod Pleg-mor Bengal zo anvet Sunderbans (Shundorbon) ("koad kaer" e banglaeg) ha goloet eo gant ur goadeg mangez, annezet gant tigred Bengal.
Ar stêr Yamuna, ur stêr sakr ivez, zo un adstêr d’ar Ganga, hag en o c’hember emañ kêr Allahabad, ur gêr sakr evit an Hindoued.
Er stêr Ganga e vev daou spesad delfined, Delfined ar Ganga ha Delfined an Irrawaddy. Ur spesad rinkined a gaver eno ivez, unan dianav a-walc’h, ar Glyphis gangeticus.