Banglaeg
| Banglaeg (Bāṇlā, বাংলা) | |
|---|---|
Ar banglaeg en India | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Bangladesh, India |
| Rannved : | Kornôg Bengal, Tripoura |
| Komzet gant : | 207 000 000 |
| Renkadur : | 4 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Yezhoù Indez-Iranek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Bangladesh, India (Kornôg Bengal, Tripoura) |
| Akademiezh : | Paschimbanga Bangla Academy |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | bn |
| ISO 639-2 | ben |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | BEN |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh indez-aryek eo ar banglaeg pe bengaleg (বাংলা er yezh-se end-eeun, distaget [ˈbaŋla]) genidik eus Bengal, rannet etre Bangladesh ha Kornôg Bengal India. An eil yezh muiañ komzet en India an hini eo war-lerc'h an hindeg.
Kavet e vez ivez banglaegerion e Asam ha Tripura hag ivez e-touez an envroidi er bed a-bezh. Komzet e vez en holl gant ouzhpenn 200 millon a dud evel yezh kentañ ha pevar pe pemvet yezh muiañ komzet er bed an hini eo. [1].
Unan eus yezhoù ofisiel India ha yezh ofisiel Bangladesh eo ar banglaeg.
Tost-tre eo ar banglaeg unvan d'an asameg ha d'an oriyeg.
Skrivet e vez ar banglaeg gant un abugida ispsial, ar skritur banglaek.
Meur a doare-yezh banglaek ez eus, hervez al lec'h ma vez komzet ha live ar yezh:
- Rannyezhoù lec'hel:
- Rannyezh ar c'hornôg pochtchimeg (poshchim)
- Rannyezh ar reter pourbeg (purbo)
- Liveoù yezh:
- yezh dre gomz, tcholtibacheg (choltibhasha)
- yezh skrid, chadubacheg (shadhubhasha).
Ul lennegezh puilh zo e banglaeg, abaoe mare an Azginivelezh vanglaek, en XIXvet kantved. Un elfenn greñv eo bet evit harpañ ar vrogarouriezh en div lodenn eus Bengal. E Reter Bengal, a oa ul lodenn eus Pakistan etre 1947 ha 1971, e voe un elfenn greñv a vroadelouriezh. E miz C'hwevrer 1952 e voe lazhet gant an arme meur a zen a oa o vanifestiñ evit lakaat ar banglaeg da yezh ofisiel. Abaoe an amzer-se eo bet lakaet an 21 a viz C'hwevrer da zevezh gouel evit lidañ Emsav ar Bengaleg. Hag abaoe 1999 eo bet lakaet da Zevezh Etrebroadel ar Yezh Vamm, gant UNESCO.
