Bengal

Eus Wikipedia
Bengal

Bengal (বঙ্গ Bôngo, বাংলা Bangla, বঙ্গদেশ Bôngodesh pe বাংলাদেশ Bangladesh e banglaeg) zo ur vro istorel eus kreisteiz Azia, rannet bremañ etre Bangladesh er reter ha stad Kornôg Bengal er c’hornôg, en India. Rannet e voe ar vro e 1947 etre India ha Reter Pakistan, zo deuet da vezañ Bangladesh abaoe.

Emañ Bengal war ribl Pleg-mor Bengal, en hanternoz anezhañ. Ar Ganga hag ar Brahmaputra eo ar stêrioù pennañ a dreuz ar vro ha stummañ a reont aberioù bras-divent.

Banglaeg (বাংলা Bangla) eo ar yezh a vez kaozeet gant an darn vrasañ eus an dud enni.

Gant ouzhpenn 900 annezad dre km² eo unan eus ar c'hornadoù muiañ tudet er bed. Paour-kenañ eo Bengal ha war ar maez e vev an darn vrasañ eus an dud, daoust ma kaver kêrioù bras-divent, evel Kolkata en India ha Dhaka e Bangladesh. Izel eo an douaroù : 10 m a-us live ar mor d’ar muiañ, en darn vrasañ eus ar vro. Gant se e c’haller soñjal e vo beuzet tammoù bras eus an arvor er bloavezhioù zo o tont, gant live ar mor o sevel da-heul tommadur an hin.

Hindouegezh hag islam eo an div relijion vras a gaver er vro : an darn vrasañ eus tud Kornôg Bengal zo Hindoued hag ar braz eus annezidi Bangladesh zo Muzulmiz. Abaoe kantvedoù e kaver un troc’h evel-se etre an div relijion eno met kreñvaet e oa bet ar rann etre an div lodenn eus ar vro e 1947 pa oa bet dispartiet ar c’hornôg, a chome en India, diouzh ar reter, a yae da ober lodenn reter Pakistan.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.