Roll yezhoù ofisiel India

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kalz a yezhoù a gomzer en India. Kemmañ a ra ar roll anezho hervez an dud. Kontañ a reer da nebeutañ 30 yezh disheñvel ha war-dro 2000 rannyezh. Bonreizh India a anavez implij an hindeg (hindi) hag ar saozneg evel an div yezh kehentiñ evit ar gournamant broadel. Ouzhpenn ez eus enni ur roll 22 yezh all. Degemeret eo ar yezhoù-se gant ar Bodad Yezh Ofisiel (Official Language Commission of India) hag e c’hall un danvez kargiad evit ar gouarnamant broadel dibab tremen e arnodenn en unan eus ar yezhoù-se.

Abaoe 1965, n'eo ket mui ar saozneg ur yezh ofisiel par d'an hindi. Deuet eo da vezañ un adyezh ofisiel ouzhpenn betek ma c’hallo ur bodad savet a-ratozh evit se divizout an tremen hollek d'an hindi. Daoust da se, abalamour da Stadoù zo evel Tamil Nadu el lec’h m'eo nebeut anavezet an hindi, e kendalc’her d'ober gant patrom an div yezh gevell. Gras da ziorroidigezh prim ar greanterezh ha pouez an armerzh etrebroadel e kendalc’h ar saozneg da gaout brud vat e-touez an dud, da gaout levezon evel yezh kehentiñ er gouarnamant ha da vezañ implijet en darempredoù armerzhel pemdeziek. Ampellet da vat eo bet an divizoù evit e erlec’hiañ bremañ.

Yezhoù Ofisiel (Melestradurezh kreiz)[kemmañ]

  1. Hindeg
  2. Saozneg (Adyezh ofisiel)

Yezhoù broadel India anavezet (Roll yezhoù degemeret ent ofisiel)[kemmañ]

  1. Asameg (yezh ofisiel en Assam)
  2. Banglaeg (bengali) (yezh ofisiel e Tripura ha Bengal ar C'hornôg)
  3. Bodoeg (bodo) (yezh ofisiel en Assam)
  4. Dogreg (dogri) (yezh ofisiel e Jammu ha Kachmir)
  5. Goudjarateg (gujarati) (yezh ofisiel e Dadra ha Nagar Haveli, Daman ha Diu, ha Gujarat)
  6. Hindeg (hindi) (yezh ofisiel en Inizi Andaman ha Nicobar, Bihar, Chandigarh, Chhattisgarh, Delhi, Haryana, Himachal Pradesh, Jharkhand, Madhya Pradesh, Rajasthan, Uttar Pradesh ha Uttaranchal)
  7. Kannadeg (kannada) (yezh ofisiel e Karnataka)
  8. Kachmireg (kashmiri) (yezh ofisiel e Jammu ha Kachmir)
  9. Konkaneg (konkani) (yezh ofisiel e Goa)
  10. Maitileg (maithili) (yezh ofisiel e Bihar)
  11. Malayalameg (yezh ofisiel e Kerala ha Lakshadweep)
  12. Manipoureg (meithei) (yezh ofisiel e Manipur)
  13. Marateg (marathi) (yezh ofisiel e Maharashtra)
  14. Nepaleg (nepali pe khaskura) (yezh ofisiel e Sikkim)
  15. Oriyeg (oriya) (yezh ofisiel e Orissa)
  16. Ourdoueg (urdu) (yezh ofisiel e Jammu ha Kachmir)
  17. Pandjabeg (punjabi pe punjabi) (yezh ofisiel er Panjab)
  18. Sañskriteg
  19. Santaleg (santali)
  20. Sindeg (sindhi)
  21. Tamileg (tamoul)(yezh ofisiel an Tamil Nadu ha Pondicherry)
  22. Telougoueg (telugu) (yezh ofisiel en Andhra Pradesh)

Yezhoù bras all India (ouzhpenn 5 milion a yezherien met hep statud ofisiel)[kemmañ]

  1. Awadeg (awadhi) (alies sellet outañ evel un adstumm eus an Hindi)
  2. Bileg (bhili) (meuriadoù Bhil)
  3. Bodjpoureg (bhojpuri) (yezh eus ar Bihar, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  4. Boundeleg (bunde) (alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  5. Tchatisgarheg (chhattisgarhi) (yezh Chhattisgarh, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  6. Gondeg (gondi) (meuriadoù Gond)
  7. Haryanveg (haryanvi) (yezh e Haryana, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  8. Hindoustaneg (hindustani) Ur meskaj etre an (Hindi hag an Ourdu. Komzet e vez kalz en hanternoz India.)
  9. Kanaodjeg (kanauji) (yezh eus Uttar Pradesh, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  10. Kodaveg (kodava thakk) komzet e distrig Kodagu Karnataka
  11. Koutcheg (kutchi) (yezh e Kutch, un takad er Gujarat)
  12. Magadeg (magadhi) (yezh e su ar Bihar, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  13. Marwareg (marwari) (yezh eus ar Rajasthan, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
  14. Touloueg (tulu) (komzet gant pobl an Dulued e Karnataka ha Kerala)

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]