Chhattisgarh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Chhattisgarh en India

Chhattisgarh (छत्तीसगढ़ en hindieg) zo ur stad eus India, an hini nevesañ-savet. Emañ e kreiz ar vro, ha savet e oa bet e dibenn 2000 dre dennañ eus stad Madhya Pradesh pastelloù-bro ma komzer tchatisgarheg (Chhattisgarhi), ur yezh pe ur rannyezh tost d'an hindieg. Raipur eo ar gêr-benn. An dekvet stad vrasañ en India eo Chhattisgarh, a-fed gorread. Dont a ra an anv Chhattisgarh eus ar 36 priñselezh a oa er rannvro (Chhattis a dalvez kement ha « 36 » en hindieg, ha garh kement ha « kreñvlec'h », « kêr »).

Emañ stad Chhattisgarh etre Madhya Pradesh er gwalarn, Maharashtra er c'hornôg, Andhra Pradesh er su, Orisa er reter, Jharkhand er biz hag Uttar Pradesh en norzh.

An tchatisgarheg (Chhattisgarhi) eo ar yezh pennañ er stad met an hindieg, ur yezh kar, eo ar yezh ofisiel. Er menezioù emañ ar bobl Gondi o vevañ, tud a gomz Gondeg, ur yezh dravidek.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJammu ha KachmirJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NicobarChandigarhDadra ha Nagar HaveliDelhiDaman ha DiuLakshadweepPuducherry