Stadoù ha tiriadoù India
India zo rannet etre 28 stad ha 7 tiriad.
Stadoù :
1. Andhra Pradesh |
8. Haryana |
15. Maharashtra |
22. Rajasthan |
Tiriadoù an Unaniezh :
-
A. Inizi Andaman ha Nikobar
B. Chandigarh
C. Dadra ha Nagar Haveli
D. Daman ha Diu
E. Lakshadweep
G. Pondicherry
Tiriad ar Gêr-benn Vroadel :
-
F. Delhi
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare Impalaeriezh Breizh-Veur e oa broioù all en Indez, ouzhpenn India, broioù zo aet abaoe d'ober stadoù Pakistan ha Bangladesh (Nepal, Bhoutan ha Birmania a oa bet stag ouzh Indez ivez da vareoù zo). En Indez vreizhveurat e oa meur a zoare stad : ar proviñsoù a oa renet gant ur gouarnour anvet evit se gant Breizh-Veur hag ar stadoù priñsel a oa renet gant ur priñs pe ur roue, emren a-walc'h diouzh Breizh-Veur ha pa asantfe ober gwazoniezh da roue Breizh-Veur.
Pa voe dispartiet Pakistan diouzh India e 1947, e voe staget ar proviñsoù hag ar priñselezhioù-se ouzh an eil bro pe eben, war-bouez Panjab ha Bengal a voe rannet etrezo[1]. En em glevet a reas an div vro evit lezel renerien ar "stadoù priñsel" da zibab ouzh pehini e felle dezho bezañ staget. Stad Hyderabad (en Andhra Pradesh bremañ) a oa renet gant ur priñs a glaskas chom dizalc’h diouzh an div vro nevez, met en aner : staget e voe e zouaroù ouzh India, dre heg. Er gwalarn, e Jammu ha Kachmir, e voe bec’h etre India ha Pakistan, pa glaske pep bro lakaat he c’hrabanoù war ar stad-se, poblet gant muzulmiz dreist-holl (77% a vuzulmiz), met renet gant ur priñs hindou, ur "Maharaja". Goude un tamm brezel e voe rannet Jammu ha Kachmir, gant ul lodenn vihan a voe staget ouzh Pakistan hag al lodenn vrasañ a chomas stag ouzh India.
Er bloavezhioù goude an dizalc’hiezh, e 1947, e voe troet ar stadoù priñsel tamm-ha-tamm, e proviñsoù evel ar re all, hag e kollas ar briñsed o galloud. Goude se, er bloavezhioù 1950, e voe adwelet an doare ma oa rannet ar proviñsoù. E 1956 e voe krouet stadoù nevez, a glote gwelloc‘h o bevennoù gant harzoù yezhel. E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe staget ouzh India an trevadennoù gall ha portugalat oa c’hoazh el ledenez, ha dont a rejont da vezañ tiriadoù eus an Unaniezh : Puducherry, Dadra ha Nagar Haveli, Goa, Daman ha Diu.
Diwezhatoc’h e voe krouet stadoù all pe e voe adwelet bevennoù ar stadoù : Haryana, 1966, a voe distaget diouzh Panjab. E 2000 e voe krouet teir stad nevez Jharkhand, Chhattisgarh ha Uttaranchal. Rouantelezh kozh Sikkim a voe staget ouzh India, evit dont da vezañ unan eus he stadoù, e 1975. En Asam e voe krouet meur a stad vihan, da respont da c’houlennoù an annezidi er bloazhioù 1960 ha 1970.
E 2014 eo bet rannet Andhra Pradesh ha savet Telangana diwarni.